Lazhadeg lise Columbine

Lazhadeg lise Columbine zo ul lazhadeg-skol a oa bet d'an 20 a viz Ebrel 1999, e skokl eil derez Columbine, e Columbine, e Colorado, e Stadoù-Unanet Amerika. An daou vuntrer, ar studierien Eric Harris ha Dylan Klebold, o devoa lazhet 12 studier hag ur c'helenner. Dek studier a voe lazhet el levraoueg-skol, hag eno en em lazhjont o-unan. 21 den a oa bet gloazet gant an tennoù, hag un eskemm tennoù gant ar polis. Tri den gloazet a oa deuet a-benn da dec'hout. Pa erruas an darvoud e oa d'ar mare-se al lazhadeg washañ en ur skol e Stadoù-Unanet Amerika. An torfed zo deuet da vezañ ur vammenn awen evit meur a zen all, gant lazhadegoù gwashoc'h evit an hini orin dre ar bed. Ar ger "Columbine" zo deuet da vezañ un doare da envel ul lazhadeg skol pa c'hoarvez unan.