Le Chaland qui passe

Le Chaland qui passe (Ar Gobar o tremen e brezhoneg) zo ur ganaouenn c'hallek bet savet ar gerioù anezhi gant André de Badet, hag int-i disheñvel-mik diouzh reoù an oberenn orin — Parlami d'amore Mariù — krouet gant Cesare Andrea Bixio[1] hag Ennio Neri e 1932.

Enrollet e voe gant ar ganourez c'hall Lys Gauty e 1933 ha berzh bras a reas. Ken ma reas o mennozh produourien L'Atalante (1934) kemm titl ar film e Le Chaland qui passe e-pad un nebeud mizvezhioù ! N'eus ket a c'hounid bihan...

Kanerien all kemmañ

Kenkent ha 1934 e voe kanet Le Chaland qui passe gant Tino Rossi a-raok un toullad mat a ganerien all, en o zouez : Vicky Autier, Odette Barancey, Reda Caire, Suzy Delair, Jacqueline Dulac, Juliette Gréco, René Lestelly, Patachou, Renata, Lily Vincent, hag all...

Ar gerioù kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Bet savet ton ar ganaouenn gantañ.