Le temps qui reste (kanaouenn)

Le temps qui reste (An amzer hag a chom) a zo ur varzhoneg c'hallek gant Jean-Loup Dabadie (1938-), lakaet da ganaouenn e 2002 gant ar c'hempenner sonerezh ha sonaozer Alain Goraguer (1931-).

Enrollet e oa bet gant Serge Reggiani (1922-2004) da gentañ-penn hag embannet e miz Kerzu 2002 gant Tréma war an eil pladenn-arc'hant eus Autour de Serge Reggiani[1], an dastumad savet da zougen bri d'an arzour gall.
Adkanet eo bet gant arzourien all, Isabelle Aubret (1938-) ha Gérard Berliner (1956-2010) en o zouez.

Ouzhpenn fromus eo klevout Le temps qui reste e dibenn Deux jours à tuer, ar film gant Jean Becker ma talc'h Albert Dupontel[2] (1964-) ennañ perzh ur bruder (Antoine Méliot) hag a gav gwelloc'h mont diouzh e diegezh, a-daol-trumm, dre ma oar-eñ ez eo taget gant ur c'hankr marvus.

Titl ur film an hini eo ivez, sevenet gant François Ozon (1967-) ha deuet e-maez d'an 16 a viz Mae 2005 da-geñver Festival sinema Canas.

Lenn ar gerioù kemmañ

Selaou Le temps qui reste... kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Pemzek sonenn kanet gant arzourien all war ar bladenn gentañ ha Le temps qui reste hec'h-unan-penn war an eil.
  2. A-gevret gant Marie-Josée Croze (1970-) ha Pierre Vaneck (1931-2010) peurgetket.