Ledenez Baja California

Ledenez Baja California, pe Ledenez Kalifornia Izel, zo ul ledenez e Norzhamerika e gwalarn Bro-Vec'hiko. En em astenn a ra a-hed 1 250 km, adalek Mexicali (Baja California) en hanternoz, betek Cabo San Lucas e Baja California Sur, etre ar Meurvor Habask ha Pleg-mor California, anvet ivez Mor Cortés.

Ledenez Baja California gwelet eus an oabl, etre Meurvor Habask ha Pleg-mor Kalifornia.