Al lejion (legio e latin, eus ar verb legere "sevel un arme") e oa strollad diazez an arme roman adalek mare Henroma betek diwezh an impalaeriezh roman. Kemmañ a reas kalz aozadur al lejionoù gant an amzer met e prantad Republik Roma e kaved enne war-dro 6000 troadeg, rannet e manipuli ha diwezhatoc'h e cohortes. Rannet e veze ar re-se e centuriae. A-drugarez da varregezh ha da niver e lejionoù e teuas Roma da vezañ an nerzh milourel ha politikel pennañ e kornôg Europa, Norzhafrika hag ar Reter-Nesañ etre - 300 ha 200.

Lejion roman
Iskevrennad eusmilitary legion, Roman military unit Kemmañ
Rann eusRoman army Kemmañ
StadHenroma Kemmañ
Lec'hProviñs roman Kemmañ
Roll elfennoùlist of Roman legions Kemmañ
Adsavadur a-vremañ eus harnez al lejionerien roman. Roman Army Tactics, e Scarborough Castle, er Rouantelezh Unanet, miz Eost 2007. Gallout a reer gwelet ar pilum roman hag ar pladennoù gwarez eus mare an impalaeriezh (lorica segmentata).

E-pad ar pep brasañ eus an Impalaeriezh roman e voe al lejionoù ul lodenn eus an arme hag he zroadegiezh pounner gwellañ. Tutaet e veze al lejionerien e-touez keodediz Roma hepken (sujidi ar proviñsoù a rae o amzer e-barzh ar bagadoù skoazell a c'houneze ar gwirioù keodedad pa veze echuet o amzer en un doare enorus)[1]. Bagadoù bihan a varc'hegerien a oa e pep lejion. An arme roman a oa enni bagadoù skoazell dreist-holl, e-doug ar pep brasañ eus prantad an impalaeriezh[2]. Pourchas a raent troadeien ouzhpenn hag ar pep brasañ eus marc'hegerien an arme roman.

Abalamour d'ar berzh a reas armeoù Republik Roma hag an Impalaeriezh roman e voe sellet e-pad pell ouzh al lejionoù evel patrom ar varregezh hag an efedusted evit an armeoù.


Istor kemmañ

 
adsavadur eus un emgann gant lejionerien roman

Komz a ra Titus Livius eus ul lejion en amzer Romulus hag eus meur a hini e koulz Tullus Hostilius met diskred a c'haller kaout war an testeni-mañ, graet meur a gantved goude ar roueed-se. Krouet e oa al lejionoù da vat adalek adreizhadur Servius Tullius. War-dro 4 000 den a oa d'ar mare-se e pep lejion. Kavout a reer enno milourien war-droad (al lejionerien peurgetket) ha marc'hegerien. Rannet eo e kohortennoù hag e manipuloù.

E-pad ar brezelioù punek e oa aozet al lejion e manipuloù. Mont a rae 30 manipulenn d'ober ul lejion, hag e oa div centuria e pep hini. 60 pe 80 lejioner a oa e pep centuria diwar neuze. Da lâret eo e oa 4200 soudard e pep lejion. Rannet e oant e tri renk lejionerien hag e bagadoù soudarded skañv : er c'hentañ renk pa vezent war an dachenn emgann e kaved an hastati (unander hastatus) — ar re yaouankañ, 1 200 soudard a en em ganne da gentañ — en eil renk edo ar ar principes (unander princeps) — e brud an oad, 1 200 den — hag an trede an triarii (unander : triarius) — ar re goshañ, 600 lejioner — hag etre ar renkoù-se pe dirazo, da anavout an dachenn pe da daoler saezhoù ouzh an enebourien, e kaved ar velites — troadeien skañv, ar re baourañ, 1 200 den. Ha pep a vagad marc'hegerezh a oa gant al lejionoù, enne 10 turma a 3 decuria, da lâret eo 300 marc'heger.

E diwezh an IIvet kantved kent J.‑K. e oa treuzfurmet an arme roman en un arme a-vicher gant Marius. 10 kohortenn a oa enni, ha 3 manipulenn e pep hini (unan eus pep renk : triarii, principes, hastati) ha 2 centuria dre vanipulenn (gant 100 den e pep hini), da lâret eo war-dro 6 000 soudard (ral e oa moarvat e ve tizhet an niver-se). Koulskoude ne veze ket paet an harnez hag an armoù gant al lejionerien ken met pourchaset e vezent gant ar c'honsul a save al lejion. Dont a reas an armoù hag an harnez da vezañ standardizet hag e veze roet ar memes hini d'an holl renkoù. Al lejionerien, ouzhpenn, a oa tud a-vicher, ne oa ket a ziforc'h oad ken etre ar centuriae, o devoa ar memes talvoudegezh hiviziken.

E-doug an impalaeriezh uhel e oa 33 lejion en holl en arme roman adalek Septimius Severus. Krouiñ a reas al lejionoù I, II ha III Parthica). Etre 165 000 ha 198 000 lejioner a oa eta. Staliet e oa ar pep brasañ aus al lejionoù e-kichen an harzoù, hervez reizhiad difenn Augustus. Div lejion hepken ne oant ket e-tal an harzoù : al Legio VII Gemina a oa e Hispania Tarraconensis hag al legio II Parthica en Alba, en Italia, a oa ar bagadoù sikour strategel nemeto en holl impalaeriezh.

da vare an impalaeriezh izel e cheñchas al lejionoù. Diocletianus a gemmas da gentañ niver ar soudarded e pep lejion. Hiviziken e oa lejionoù enne war-dro 1000 den ouzhpenn al lejionoù klasel (32 dindan Diocletianus, rak dianadet e oa al legio VI Ferrata). Sevenet eoa an adreizhadenn bennañ gant Kustentin Iañ avat. Krouiñ a reas un arme gouest da vaneuriñ galloudus, ar comitatensis. Enni e kaved lejionoù, kemm-digemm niver al lejionerien enne avat, met ivez bagadoù marc'hegerezh, peotramant, numeri, bagadoù hep niver soudarded stabil. An Notitia dignitatum a ro kalz titouroù dedennus diwar-benn an arme-se, da skouer niver al lejionoù a oa: 174 lejion en holl ... Ar pep brasañ ne oa ket kalz lejionerien enne. Bagadoù all, lejionoù en o mesk, daoust ma oa izelloc'h o zalvoudegezh, a oa karget da zifenn harzoù an impalaerezh ha staliet eno, al limitanei. Al lejion ne oa ket rouanez an emgannoù ken nag unanenn diazez an arme.

Harnez al lejionerien kemmañ

 
Harnez ul lejioner eus an eil kantved, en un adsavadur istorel
 
Ul lejioner eus fin an IV kantved, hervez un adsavadur istorel

E fin ar I kantved e oa dindan al lejionerien un tokarn impalaerel galian hag un hobrejon gant plakennoù (lorica segmenta) en hogos holl al lejionoù. Goloet e vezent gant ur goc'hennad arc'hant kuit ma vefent daskrignet. Ar skoed (scitas) hantergranennek e koad lavnennet ha goloet gant lêr. En diabarzh e kaver a-wezhioù anv al lejioner. Niverenn ar gohortenn hag al lejion a veze skrivet ivez. Douget e veze ar skoed evel ur valizenn, ar pezh a oa aesoc'h evit an tennadennoù-hent hir. Ar pilum a veze ur pouez plom outañ a-wezhioù abalamour da reiñ muioc'h a nerzh d'an taol. Ur c'hleze berr o doa al lejionerien ivez (ar "gladius"), dezhañ 80 cm hirder hag ur goustilh (pugio).

Harnez lejionerien Impalaeriezh roman ar C'hornôg war-dro 360 n'en doa ket kalz a dra da welet gant hini o diaraogerien. Dougen a raent un tokarn eeunaet a yae div galotenn soudet d'ober bolz an tokarn. Ar gwardoù-jod a oa staget ouzh ar volz gant ur gwri e lêr hag e oa ivez ur gwarez-kilpenn. Gwisket e oant gant pep a sae vailhek eeun a denne d'an hini a veze implijet da vare ar Republik. Ar skoed kelc'hiek pe hirgelc'hiek e koad, evel ar c'hleze hir (spatha) zo savet diwar skouer armoù an Impalaeriezh uhel. Pep a ardamez a oa gant ar bagadoù soudarded hag a veze treset pe kizellet war o skoed. Ar goaf a gemeras lec'h ar pilum. Gallout a rae al lejionerien kas daredoù plomaet (plumbata) a veze renket e diabarzh ar skoed, war-dro 300, e lejion an Herculei hag en hini ar Jovii da skouer. Ar bragoù douget diouzh giz ar C'halianed hag ar C'hermaned a ziskouez levezon poblañs ar proviñsoù ha germanekadur an arme.

Niverennoù al lejionoù kemmañ

An niverenn e sifroù roman roet d'ul lejion a c'hall bezañ forc'hellek. Da vare ar Republik roman e veze savet al lejionoù e-pad ar goañv da vrezeliñ e-doug an hañv ha divodet e vezent a-raok fin an hañv da gaout amzer da vediñ. Roet e veze un niverenn dezhe hervez an urzh ma oant savet. Ar memes lejion a c'halle eta kaout un niverenn disheñvel hervez ar bloaz. An niverennoù I da IV a veze miret evit al lejionoù renet gant ar gonsuled. Dindan an impalaeriezh e oa niverennet al lejionoù savet gant an impalaerien adalek « I ». Kalz nemedennoù a voe neoazh. Aogust e-unan a viras lejionoù kozh gant o niverenn urzh kozh. Vespasian a roas d'al lejionoù a grouas niverennoù lejionoù a oa bet divodet. Kentañ lejion Trajan he doa an niverenn XXX, rak 29 lejion a oa dija. A-wezhioù e oa div lejion gant ar memes niverenn d'ar memes mare. Abalamour da se e oa ouzhpennet ul lesanv cognomen pe un anv a verke orin al lejionerien (Italica = a orin eus Italia), pe ur bobl trec'het gant al lejion (Parthica = trec'h war ar Barted), pe anv an impalaer hag e gens, pa oa bet savet gant an impalaer e kaoz, pe evel ur merk a enor (Galliena, Flavia), (3) pe ur perzh eus al lejion (Pia fidelis = leal). An anv « Gemina » a veze roet d'ul lejion savet diwar div lejion all pe muioc'h c'hoazh pa oa bet kollet kalz soudarded en emgann. En testennoù, ar sifroù « 4 » ha « 9 » evit ober anv eus al lejionoù a veze skrivet « IIII » ha « VIIII » kentoc'h evit « IV » ha « VIIII (Adkins Adkins, Lesley. Handbook to Life in Ancient Rome, Sonlight Christian, 2004, (ISBN 0-8160-5026-0) pp. 55 ha 61).

Ofiserien kemmañ

Ofiserien uhel kemmañ

  • Legatus legionis, a rene an holl lejion. Peurliesañ e veze ur senedour, anvet gant an impalaer, a oa komandant e-pad 3 pe 4 bloaz, daoust ma c'halle chom pelloc'h amzer. En ur broviñs roman ma ne veze ken a lejion, al legatus a oa ivez gouarnour hag er proviñsoù ma oa meur a lejion e oa ul legatus e pep lejion hag ar gouarnour a c'hourc'hemenne an holl(Daveoù a vank).

Arouezioù kemmañ

Anvioù-lec'hioù deveret eus ar ger lejion kemmañ

 
Tokarn lejioner eus Drusenheim, Mirdi istorel Haguenau

E Breizh kemmañ

E Kembre kemmañ

E Spagn kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. A-raok ma vefe roet ar gwir keodedad da holl annezidi an impalaeriezh gant skrid-embann Caracalla e 212, d'an nebeutañ
  2. Sellet ouzh Goldsworthy, Adrian (2003). Complete Roman Army, pp 95-5; Holder, Paul (1980). Studies in the Auxilia of the Roman Army, pp 86-96; Elton, Hugh (1996), Frontiers of the Roman empire, pp 123. Sellet ouzh an daolenn er pennad "Auxiliaries (Roman military)" evit un diverradenn.