Lelystad zo ur gêr eus kreiz an Izelvroioù, ha kêr-benn proviñs Flevoland.

C'hoariva an Agora

Evel ar peurrest eus ar broviñs-se eo bet savet war douaroù gounezet war ar mor : ar polderioù. D'ar 1añ a viz Gouere 2006 e oa 71 728 a annezidi.

Savet e oa bet Lelystad e 1967 ha deuet e oa da vezañ ur gumun e 1980. Anvet eo bet Lelystad (kêr Lely) diwar anv Cornelis Lely, bet ministr aferioù an dour en Izelvroioù ha lusker al labourioù evit stankañ ar Zuiderzee war-bouez ar stankell anvet Afsluitdijk e deroù an XXvet kantved. Da-heul al labourioù-se e oa bet savet polderioù ec'hon zo aet da ober ur broviñs nevez, Flevoland.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.