Lenn Maracaibo (spagnoleg : Lago de Maracaibo) zo ul ledennad vras a zour e gwalarn Venezuela.
Lenn vrasañ Suamerika eo, gant ur gorread a 13 210 km². Digor eo war Pleg-mor Venezuela, ha pelloc'h war ar Mor Karib, dre strizh-mor Tablazo, 54 km e hed.

Kartenn Ribl al lenn

War ribloù lenn Maracaibo emañ porzhioù Maracaibo ha Cabimas. En-dro d’al lenn e kaver tireoul, unan eus an danvezioù krai a ra pinvidigezh Venezuela, hag a vez ezporzhiet adalek ar porzhioù-se. Ar pont General Rafael Urdaneta (8,7 km e hed ; savet e 1962), a ro an tu da dreuziñ strizh-mor Tablazo.