Leon godellek


Aet da get

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Daniskevrennad : Marsupialia
Urzhad : Diprotodontia
Kerentiad : Thylacoleonidae
Genad : Thylacoleo
Anv skiantel
Thylacoleo carnifex
Owen, 1859
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Al leon godellek (Thylacoleo carnifex) zo ur godelleg kigdebrer aet da get. Bevañ a rae en Aostralia adalek an oligosen betek ar pleistosen. Aet e voe da get 50.000 bloaz 'zo.

Bras-mat e oa kigennoù e garvanoù e-keñver e vent. Gant-se e tlee krog al leon godellek bezañ an hini kreñvañ eus krogoù an holl vronneged (bev pe aet da get hiziv) : ken kreñv e oa krog ul leon godellek 100 kg ha hini ul leon 250 kg a-vremañ.

Skilfoù pak-dispak a oa dezhañ hag ar godelleg nemetañ e oa gant an dibarder-se. Moarvat e c'helle pignat er gwez evel ar banterenn a-vremañ.

Diwar studiadennoù un nebeud eskern e c'houlakaer e oa al leoned godellek war-dro 100-130 kg o fouez. Lod anezho a oa moarvat ouzhpenn 160 kg dezho.

Rummatadur kemmañ

N'eo ket liammet al leon godellek ouzh al leon a-vremañ. Er genad Thylacoleo e oa, asambles gant :

  • Thylacoleo hilli (Oligosen, Pliosen)
  • Thylacoleo crassidentatus (Pliosen)
  • Thylacoleo carnifex (Pleistosen)
  • Thylacoleo robustus (Pleistosen)
  • Thylacoleo australis (Pleistosen)
  • Thylacoleo oweni (Pleistosen)