Marteze emaoc'h o klask ar sonaozour Leonardo Vinci.

Leonardo da Vinci (Leonardo di ser Piero da Vinci), ganet e-kichen Vinci d'ar 15 a viz Ebrel 1452 ha marvet en Amboise (Bro-C'hall) d'an 2 a viz Mae 1519, a oa ul livour italian, kizeller, orfebour, soner, fizikour, skiantour, ijinour mekanikoù brezel, tisavour, douarour, mentoniour, steredoniour, kimiour, anatomour, louzawour, ijinour rakwelour, horolajer, kêraozer, matematikour ha den a ijin-dreist gant lies barregezhioù.

Leonardo da Vinci (1452-1519) treset gantañ e-unan

Ur spered hollvedel a zen e oa Leonardo Da Vinci, arzour, skiantour, ijinour, prederour, tudenn hollvedel hag arouez spered an Azginivelezh, ha marteze unan eus pouezusañ tud ar mare-se, hag unan eus ar brasañ ijinourien en Istor an denelezh.

E vuhez kemmañ

Yaouankiz e Firenze kemmañ

 
An Adorazione dei Magi

Leonardo Da Vinci a voe ganet d'ar 15 a viz Ebrel 1452, en ur vourc'h vihan e Toskana, e-kichen Vinci. Ur mab bastard d'un noter hag ul labourerez-douar e oa. Tremen a reas e yaouankiz e-kreiz an natur, ar pezh en do ul levezon pouezus-kenañ war e vuhez. E stummadur kentañ a zo bet roet dezhañ e-barzh stal-labour al livour ha kizeller Verrochio etre 1469 ha 1476. E-pad ar prantad-mañ e teskas Leonardo meur a deknik krouiñ ha dont a reas a-benn da vestroniañ teknik ar bellwelad. Adalek ar bloavezhioù 1470 e vez kanet e anv war roll kompagnunezh livourien Firenze. Met ne vez ket kavet kalz eus e oberennoù abalamour d'ar fed ma'z a Da Vinci war-raok en un doare gorrek. Livet en deus war dro daou-ugent taolenn met, n'eus bet adkavet nemet pemzek anezho. War an taolennoù en deus livet a-raok mont kuit eus Firenze e vez gwelet anat levezon e gelennourien. Gant an Annunciazione e c'haller gwelout un doare tresañ asur hag ur vunutded hag ur resisted bras evit ar munudoù e-giz ar plantoù pe ar savadurioù. War an Adorazione dei Magi, un daolenn chomet diliv (hervez c'hoant Da Vinci war ar zeblant), e zoare ober a zo personeloc'h. Kemer a ra amzer da dresañ munudoù liesseurt war fasoù tudennoù an daolenn. Kreiz an daolenn, gant Maria hag ar mabig Jezuz, a zo treset en un doare amsklaer (Leonardo n'en deus ket pouezet kalz war e varr-livañ). Damdeuzet int. E giz-se eo en deus ijinet Da Vinci e deknik personel, ar Sfumato.


Milano kemmañ

E 1482 ez eas Da Vinci kuit eus Firenze evit mont da Vilano. Eno e teuas da vezañ ijinour milourel Ludovico Sforza, lesanvet "il Moro", dug Milano. War garnedoù Leonardo eus ar mare-se, e c'hellomp gwelout ur bern tresadennoù diwar-benn mont en dro an natur (neuñv ar pesked, nij al laboused, nerzhioù an avel,...) hag an dra-se a ziskouez e prederie kalz war sujedoù an natur. C'hoant en doa da reiñ un displegadur mekanik da zarvoudoù an natur. En e garnedoù e oa ivez notennoù diwar-benn arz ar brezel, ar c'heometriezh hag evel-just brouilhedoù eus oberennoù arzel da zont. E-pad bloavezhioù ha bloavezhioù, e ijinas brastresoù ha planioù savadurioù difenn, kreñvadurioù, mekanikoù brezel evel kirri-arsailh, tourterioù, ha kement zo. Leonardo Da Vinci a gemeras perzh gant ur strollad ijinourien e difenn Lombardia pa oa taget ar vro gant rouaned Bro-C'hall.

Met ranellder Da Vinci oa ledanoc'h eget e dachenn labour. Dedennet e oa gant nerzhioù an dour hag ar stêrioù. E Milano hag e Firenze e labouras war raktresoù evit dizourañ geunioù ha dilerc'hiañ naoz ar stêr Arno. Dre al labour-se e kejas gant Niccolò Machiavelli, ha dont a rejont da vezañ mignoned bras. Sachet bepred gant an natur, adkavet e vez kalz a dresadennoù a vein, plant, loened...En ur sellout ouzh al laboused, e krogas da ijinañ ur mekanik evit nijal. Evitañ, korf mab-den a zo aozet gant ur sistem a wirheñvelderioù matematikel ha arzel a zo alc'hwez galloud an arz. Ur menoz boutin da galz a skiantourien en-dro da zug Milano. Setu perak e tremen e amzer o tiskejañ korfoù tud varv : a-benn sevel tresadennoù ha brastresoù. E-pad devezhioù ha devezhioù ez eus tu klevout trouzioù Leonardo o tidroc'hañ ar c'horfoù ha c'hwezhioù breinadurezh an dud marv. An dra-se a zegaso kudennoù dezhañ gant beleien Milano. Da Vinci en oa c'hoant aozañ un deorienn hollek d'ar bed en e bez. Evitañ an arzour a rank bezañ hollvedel. E Milano, Leonardo oa ket nemet ur skiantour. Aozañ a ra gouelioù evit an dug : pezhioù-c'hoari, sonerezh, tanioù arvest, ha kement zo. Brudet oa ha deuet oa da vezañ arouez dreistelezh Firenze.

War sav-poent al livadurioù, n'en eus ket labouret kement ha pa oa e Firenze. Memestra en eus savet daou benndaolenn: ar Vergine delle Rocce (1483-1486) hag an Ultima Cena, ul livadur mogerel ez eus tu gwelet e Santa Maria delle Grazie e Milano. Livet eo bet etre 1494 ha 1497. Da Vinci en eus dibabet skeudenniñ ha lakaat war-wel ar perzhioù fromus ha dramael eus ar pennadig amzer e lec'h Jezuz a lâras "Unan-bennak diouzhoc'h a drubardo ac'hanon". Ha diouzhtu pa ouzer kement-se e c'heller gwelout mat ha kompren jestroù ha reaktadennoù an tudennoù ha sklaer e teu da vezañ ar gwir leurennañ aozet gant Leonardo.

 
Sant Yann Vadezour gwisket e Bacchus (1513-1519), Pariz, Mirdi al Louvre

Distro da Firenze kemmañ

Goude diskar Sforza ez eas da Vantova, da welet Isabella d'Este hag engouestlet e voe gant Cesare Borgia, ur wech c'hoazh evel ijinour milourel. Distreiñ a reas da Firenze el lec'h ma labouras e-pad unan eus prantadoù frouezhusañ e vuhez. Livañ a reas Sant'Anna, la Madonna,..., Leda hag ar Gioconda, gwelet evel taolennoù barzhel kenañ. Goude-se, etre 1503 ha 1506, e labouras war ur raktres ramzel: Emgann Anghiari. Mennozh an oberenn-mañ a zo degouezhet eus ur bariadenn etre Leonardo ha Michelangelo. An daou arzour, atav oc'h enebiñ an eil ouzh egile, o doa c'hoant da gevezañ da c'houzout piv a vije ar primañ oc'h ober an oberenn vravañ. Ur mogerlivadur e voe oberenn da Vinci. Eus ar raktres-mañ, ne chom hiziv nemet tresadennoù ha notennoù da Vinci. An arzour en deus bet c'hoant da lakaat e pleustr un teknik nevez-ijinet gantañ. Met an teknik livañ-se en deus dismantret an daolenn: treset en doa an holl skeudennoù war ar voger, n'en doa nemet livañ anezho. Dibabet en doa lakaat al livioù gant ur seurt dourenn ha sec'hiñ al livioù ouzh ar voger en ur lakaat tan en he zraoñ. Met an tan na c'halle ket sec'hiñ penn-uhelañ an daolenn hag al livioù disec'het o deus glebiet ha dismantret an tamm lodenn el lec'h ma oa staget ar skeudenn. Leonardo en doa kollet e bariadenn. Goude an dra-se, ne zeuio ket a-benn d'echuiñ kalz eus e raktresoù. Labourat a ray evit ur bern tud evel ar pab, Giuliano de' Medici, ha kalz a re all. Dre vras e chomo holl labour ar prantad-se e bed e huñvreoù. E 1516 e tivizas heuliañ Frañsez I, roue Bro-C'hall.

 
Patromoù ha planoù da Vinci

E varv e Bro-Chall kemmañ

 
Gian Giacomo Caprotti, livet gant Leonardo. Serc'heg Leonardo e oa Caprotti.

Ar roue gall a brofas dezhañ kastell Clos-Lucé e kichen Amboise. Ar roue a zo levezonet gant an arzour italian, gwelet gantañ evel un tad ha n'eo ket unan speredel hepken. Labourat a reas war raktresoù evel savidigezh ur c'hastell, ardivinkoù a bep seurt. Fin e vuhez a dremenas er peoc'h dre ma n'en doa ket da glask labour digant un aotrou bennak. Tremen a rae kalz a amzer oc'h urzhiañ e baperioù hag e notennoù rak gouzout a rae mat e oa tost ar marv. D'an 2 a viz Mae 1519 e varvas goude un hir a gleñved, 67 vloaz oa gantañ. Hervez ar vojenn e varvas etre daouarn Frañsez 1. Holl labourioù Leonardo a vo kemeret e karg gant an arzourien yaouank a heulie anezhañ evel Melzi pe Caprotti. Bez' e oa 50 000 pajennad a notennoù skrivet gant da Vinci. Met kollet ha dasparzhet int bet gant Caprotti. Hiziv n'eus bet adkavet nemet un 13 000 anezho, miret e Roma, er Vatikan evit ar pep brasañ anezho.

Raktresoù Da Vinci kemmañ

Labourioù war an Arno kemmañ

Abaoe ur c'hantved, tudoù ker Firenze o doa raktreset sevel ur c'hanol war-zu ar mor mor a-benn kreñvaat o renk war sav-poent an armerzh hag ar c'hoñvers. Red ar ster oa re ziaes da vageal evit bigi a vent bras a-walc'h. Evel-just, da Leonardo eo, eo bet goulennet labouraat war ar raktres. E-pad mizoù, Da Vinci a veajo war maezioù Firenze, en ur studial an douar, ar mein, ar plant, a-benn sevel planioù evit kavout al lec'h mat evit ar c'hanol. Adkavet e vez roudoù e labour war e zornskridoù ar prantad-mañ. Evit tremen ode ar Serravalled, Da Vinci a ginnig toullañ ur riboul e barzh ar menez. Dibabet en oa un dachenn, al lec'h resis e lec'h ma dremen un hent-tizh hiziv an deiz! Graet en oa an holl jedadennoù, eus muzulioù ar savidigezh betek goproù bemdeziek an implijidi. Morse ne voe lakaet ar raktres e pleustr. Met e 1503, e vignon Machiavelli a adkemeras ar menoz a-benn dibourvezañ ker Pisa eus he zour e-keit ma vo Firenze oc'h ober ur seziz. Kinnig a reas dilerc'hiañ naoz an Arno a-benn ma ne vije ket tu da Bisa bezañ liammet ouzh ar mor. Engouestlet eo bet Da Vinci evel ijinour ha kuzulier. Ret e vo, hervezañ, sevel ur ganol 12 km a hirder, 18 metrad ledander ha 6 metrad donder. Un oberenn ramzel a vo ret dezhañ dilezel abalamour ma veze taget alies kenañ an tachennoù labour gant soudarded Pisa.

Ur pont er c'horn aour kemmañ

E 1502 a gasas ar sultan Bayezid II, ma rene war an Impalaeriezh otoman, ur c'hannad da Roma a-benn engouestlañ un ijinour a vefe gouest da sevel ur pont e mein etre Istanbul ha Pera (war strizh-mor ar Bosfor)! Pa glevas kement-se e stagas Da Vinci da brederiañ. Goude ur prantadig e resevas ar sultan ul lizher eus an ijinour italian. E-barzh al lizher, e lare, gant kalz a loc'h ennañ, bezañ gouest sevel ar pont met ouzhpenn da-se milinoù a nerzh avel ha pompoù ardivink evit dizourañ ar bigi hag al lec'hioù re c'hleb. Kinnig a ra un dra ramzel evit ar prantad istorel-mañ: sevel ar pont diazezet war ur wareg nemetken hag a rafe 350 metrad a uhelder, gant 240 metrad a-us an dour ! El lizher e skrivas e vefe tu d'ur vag difarlet holl he c'houelioù tremen dindan, forzh peseurt ment e vefe ar vag. Met endro Bajazet a oa a-enep ar raktres engouestlañ un ijinour ne vefe ket muzulman pe eus ar vro. N'eo ket bet adkavet al lizher, nemet an droidigezh e turkeg. Un nebeud bloavezhioù zo e tiskouezas un ijinour eus Bro-Suis e oa posupl lakaat raktres Da Vinci er pleustr.

Levrlennadur kemmañ

  • Martin Clayton, Ron Philo, Christine Piot : Léonard de Vinci, anatomiste, Actes Sud, 2019 (ISBN 978-2-330-10642-3)

Pennadoù kar kemmañ