Leptis Magna (anvet ivez Lepcis) a oa ur gêr a bouez bras en Afrika an Norzh, da vare ar Fenikianed, republik Kartada, Republik Roma hag an impalaeriezh roman. Kresket e voe kalz dindan ren an impalaer Septimius Severus (193211), hag a oa genidik anezhi.

Istor kemmañ

Leptis Magna, pe Lepcis Magna (LPQY e fenikianeg ; Νεάπολις pe Neapolis e gregach : « Kêr nevez »), a oa unan eus kêrioù pouezusañ republik Kartada.

Dindan ren Diocletianus, pa oa bet rannet Afrika e 303, ez eas Leptis Magna da gêr-benn ar rannvro nevez Tripolitania.

Dismantroù puilh a gaver e-kichen kêr Al-Khums, war-dro 120 km er reter da Dripoli, e genoù ar stêr Lebda e Libia.

Arkeologiezh kemmañ

Tud kemmañ

Daveoù kemmañ

  1. François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C, Éditions Errance, 1994, p. 69 (ISBN 978-2-87772-390-9).