Les Fleurs du mal ("Bleunioù an droug") zo anv un dastumad barzhonegoù gant ar barzh gall Charles Baudelaire, ennañ an darn vuiañ eus e werzennoù, adal 1840 betek e varv e dibenn miz Eost 1867.

Kentañ embannadur Les Fleurs du mal, gant notennoù ar barzh

Prosez kemmañ

Embannet e voe al levr d'ar 25 a viz Mezheven 1857, ha trouz bras war e dro. Ha prosez, ma voe tennet 6 pezh anezhañ. Adembannet e voe doareoù disheñvel anezhañ e 1861, 1866 ha 1868. E 1949 hepken e voent aotreet.

Unan eus oberennoù meur ar varzhoniezh eo al levr, hag oberenn vrudetañ e aozer. Bleunioù an droug, e zastumad barzhonegoù brudetañ, peuzklok an droidigezh vrezhonek anezhañ, a gaver el levr Krefen Yuzaz embannet gant Koulizh Kedez (An Diaoul Dieub, 2012, pp. 8-96). Barzhonegoùigoù e komz-plaen ha Va c'halon lakaet en noazh a gaver da heul.

Dodennoù kemmañ

 
Charles Baudelaire gant Émile Deroy e 1844

E-touesk an dodennoù emañ ar spleen (ar velkoni), ar mazoc'hegezh, ar gwad, an amzer o tec'hel, ar c'houlzoù-amzer, ar c'huzh-heol, an noz, al loar, ar marv, ar c'housk, an islonkoù, ar maouezed, ar c'hizhier, an naeron, ar feiz relijiel, ar melezourioù, ar mor, ar varzhed, an ankoun (aroueziet gant al Lete).

Troidigezhioù e brezhoneg kemmañ

  • Dastumad Bleunioù an droug, a gaver troet an darn vrasañ anezhañ gant Koulizh Kedez : 58 pezh diwar 127 an dastumad kentañ, 6 pezh diwar 16 eus an "Advleunioù (Peñseoù)", ha tri fezh diwar 12 eus an "Eiladvleunioù (1868)". 67 pezh diwar 155, etre tout.
  • Levr Krefen Yuzaz embannet (An Diaoul Dieub, 2012, pp. 8-96) ; Un dibab eus Barzhonegoùigoù e komz-plaen hag eus Va c'halon lakaet en noazh a gaver troet da heul.

Roll ar varzhonegoù troet kemmañ

Bleunioù an droug kemmañ

II - Ar morc'hup
IV - Kenglotennoù
X - An enebour
XIII - Termajied war vale
XIV - An den hag ar mor
XVII - Ar gened
XXI - Meulgan d’ar gened
XXII - Frond a-bell-vro
XXIII - Ar greouichenn
XXV - Ar bed a-bezh a lakfes e banell da wele
XXVII - E-barzh he gwiskamant gwer-kregin gwagennus
XXIX - Ur c'hoann
XXXII - Un nozvezh ma’z edon ouzh ur Yuzevez vrizh
XXXIII - Morc'hed dalif
XXXIV - Ar c'hazh
XXXVI - Ar pondalez a-ziavaez
XXXVII - An hini satanazet
XXXIX - Ar werz-mañ a roan dit
XL - Semper eadem
XLI - En he fezh
XLVII - Kendonerezh an abardaez
XLVIII - Al lestrig
XLIX - Ar pistri
L - Amzer goc'hennet
LII - Al lestr mistr
LIII - Ar bedadenn d’ar veaj
LV - Kaozeadenn
LVI - Kanenn ar marv-amzer
LXII - Mœsta et errabunda

LXIII - An teuz
LXIV - Sonedenn dianeost
LXVI - Ar c'hizhier
LXVII - An touded
LXXII - An den marv drev
LXXIII - Tonell an Onglenn
LXXIV - Ar c'hloc'h groilhet
LXXVIII - Hirnezh
LXXIX - Albac'henn
LXXX - Blaz an amva
LXXXIII - An heaotontimoroumenos
LXXXVII - An heol
LXXXVIII - D’ur gochennegez blev ruz
LXXXIX - An alarc'h
XCIII - D’un dremeniadez
XCV - Digor-noz an abardaez
XCVI - Ar c'hoari
XCVIII - An doug d’ar gaou
C - Plac'h he c'halon ledan a c'hore ennoc'h gourvenn
CI - Lusennoù ha glavijer
CIII - Serr-noz ar beure
CVI - Gwin an drouklazher
CVII - Gwin an digenveziad
CIX - Ar gwastadur
CXI - Maouezed kollet
CXII - An div seurez
CXIV - Dameg
CXIX - Havel ha Qain
CXX - Orogelloù da Satanaz

Advleunioù (Peñseoù) kemmañ

IV - Al Lete
V - D’an hini a vez re lirzhin
VI - Ar bravigoù
VII - Treuzstummadurioù ar suner-gwad
IX - Azevidoù un dremm
XX - D’ur Valabaradez

Eiladvleunioù (1868) kemmañ

XI - Ar gougoñv
XII - Klemmoù ur meni Ikaros
XIII - An emsoñj