Les Naufrageurs (film, 1959)

Les Naufrageurs (Ar Beñseerien e brezhoneg) zo ur film gallek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Charles Brabant e 1958.

Fichenn deknikel kemmañ

An danvez kemmañ

E 1852, war un enez bennak e Penn-ar-Bed : dre m'o deus naon du an enezidi e tamallont o gwalleurioù da vMoïra, kendrec'het mard int ez eo-hi ur sorserez. Hag houmañ ha lakaat ur vag d'ober peñse evit saveteiñ an enez. He freizhañ a ra an enezidi ha peurlazhañ ar re c'hloazet. Dont a ra a-benn Gilles, unan eus martoloded ar vag, da dec'hout kuit ha kavout bod e ti Voïra. Dindan nebeut amzer ez eo piket o c'halon an eil gant egile ha diskoachet ar voualc'h war he neizh gant Louise Kermelen. Mat eo da Louise tevel war gement-mañ gant ma kuitao Gilles an enez asambles ganti : hen ober a reont tra m'eo krog ar polis gant e enklask. En em lezel a ra Manez kozh da vezañ tamallet evit gwareziñ an holl enezidi all...

Roll ar gomedianed kemmañ

Liamm diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Bet troet eno darvoud ar peñse pa ya ur oueletenn da frikañ ouzh ar c'herreg.
  2. En-dro da Galvar ha Chapel Tronoen e voe savet ur gêriadenn a-ratozh-kaer, bet troet darvoudoù 'zo enni.