Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ul leve (liester : leveoù) a zo ur c'hementad arc'hant a zeu ingal d'un den pe d'ur strollegezh pe diwar o c'hevala pe diwar o madoù pe diwar ur sistem arc'hantañ e-fed ul labour a zo bet graet pe evit reiñ un digoll.

Leve diwar ar c'hevala pe diwar ar madoù kemmañ

Pa vez prestet arc'hant eo posupl d'ar prester resev arc'hant evit an digoll ingal. Pa vez prestet moneiz e vez adroet gant an amprester d'ar prester pep ur prantad bennak ur c'hampi jedet diwar ur feur bloaziek peurvuiañ.
Pa vez lakaet un atant war feurm eo gwelet evel ul leve hag ur pouez armerzhel bras e oa d'al leveoù tennet diouzh ar gounezerezh gant ar berc'henned douar a-raok diorren ar greanterezh e kreiz an [[XIXvet kantved]]. Sell ouzh Armerzh leveoù.

Leve evit an digoll kemmañ

Leve evit kempouezañ an nammded kemmañ

E broioù ma 'z eus ur gwarez sokial e vez paeet d'an dud o deus tapet un nammded abalamour d'ur gwallzarvoud ul leve nammded.

Leve evit ar re o deus labouret meur a vloavezh : leve retred kemmañ

Er broioù diorroet hag evit darn an dud er broioù all e vez paeet ul leve d'an dud o deus labouret e-pad ur prantad amzer bras (eus 5 da 40 bloavezh). Paeet e vez leveoù d'an implijidi kozh pe gant ur sistem gwarez sokial pe gant an embregerezhioù p'o deus postet an arc'hant a-ratozh. Troioù-lavar brezhonek : "mont war e leve" pe "kemer e retred".

Al leve evel meizad armerzhel kemmañ