Levr Yirmia (hebraeg יִרְמְיָהוּ Yirməyāhū), berraet en Yr., a zo unan eus levrioù ar Brofeded koulz er Bibl hebraek hag er Bibl katolik. Unan eus levrioù hirañ ar Bibl eo.

Gellout a reer ober teir lodenn anezhañ :

  • digoradur – diouganoù a-zivout Yehouda (Yr. 1:1 – 45:5) ;
  • diouganoù a-zivout ar broadoù (Yr. 46:1 – 51:64) ;
  • danevell diskar Jeruzalem (Yr. 52:1-34).

Ul levr a zo bet savet gant Barouc'h, sekretour Yirmia, a gaver e-touez al levrioù eilkanonel.

Daveoù kemmañ

  • Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 3, 1983, p. 71.