Ul levr oferenn zo ul levr ma kaver ennañ heuliad an holl bedennoù a vez lavaret, an holl skridoù a vez lennet, ha darn eus ar c'hantikoù a vez kanet a-hed an oferenn gatolik. Dre ma kemm ar pedennoù hervez an deizioù, hervez an darvoudoù a lider, e kemm an oferenn ivez, ha kement-se a gaver el levr oferenn, a-hed deizioù ar bloaz.

"The Missal" (al levr oferenn), gant John William Waterhouse.