An diegi, pe leziregezh (diwar ar ger lezir, eus ar ger gallek loisir), pe lizidanted, a zo unan eus ar seizh pec'hed kapital hervez an Iliz katolik, eo perzh an hini a nac'h labourat hag ober an traoù ret evit bevañ.

Ar seizh pec'hed kapital : An diegi, gant Pieter Brueghel gozh.
Emañ ar gouerien o kousket e-lec'h labourat, arouez an diegi e Parabolenn ar Gwinizh hag an Dreog, gant Abraham Bloemaert.

Belfegor eo droukspered al leziregezh.

Meuleudi d'al leziregezh kemmañ

Meulet eo bet al leziregezh gant oberourien zo, ha stourmet eviti.

Gerioù kar dre ar ster kemmañ

  • Techet e vezer hiriv da zroukveskañ leziregezh ha gorregezh, daou dra disheñvel koulskoude.
  • Arouaregezh

Kaozioù kemmañ

  • « Leziregezh: ar boaz da ziskuizhañ a-raok bezañ skuizh. » Jules Renard.
  • « (Sant Frañsez Asiz) ne oa ket evit gouzañv an dud lezirek a zo heñvel ouzh ar preñved-se ne [na] reont netra hag a vev diwar c'hwezenn o nesañ. » Buhez ar Sent, 1912, p. 686.
 
Arzh oc'h embreger arz al leziregezh

Levrioù kemmañ

E saozneg
Hello Laziness! - Why Hard Work Doesn't Pay, 2005, (ISBN 0-7528-7186-2)
Bonjour Laziness! - How to Work as Little as Possible (Just Like the French), 2005, (ISBN 0-375-42373-7). Penaos labourat an nebeutañ ar gwellañ evel ar C'hallaoued, hervez an oberourez.
E galleg