Liane de Pougy

skrivagnerez gallek

Liane de Pougy (ganet d'an 2 a viz Gouere 1869 - marvet d'ar 26 a viz Kerzu 1950), a oa dañserez brudet er Folies Bergères hag unan eus koantañ plac'hed Pariz en hec'h amzer.

Liane de Pougy.
Liane de Pougy
poltredet gant Léopold-Émile Reutlinger.

He buhez kemmañ

Ganet e oa Anne Marie Chassaigne e La Flèche, Sarthe, France, merc'h e oa da Pierre Blaise Eugène Chassaigne ha d'e wreg Aimée Lopez, ha savet e voe en ur gouent. Pa voe 16 vloaz e skampas kuit Anne-Marie gant Armand Pourpe, ofiser er verdeadurezh. Brazezet e voe neuze, ha dimeziñ a rejont[1].

N'eo ket un dimeziñ evurus a voe graet. Anne-Marie a skivas en hec'h eñvorennoù e voe gwallet gant he fried da noz hec'h eured, ma vanas merket en he c'horf hag en he spered. Pan eas Armand Pourpe da Marseille abalamour d'e vicher ofiser a vor e kavas Anne-Marie ur serc'heg, (Markiz Charles de MacMahon), met kavet e voent er gwele gant ar gwaz ha tennañ a reas ar paotr war he fried. Ha hi d'ar red da Bariz en-dro, laosket ganti he mabig (a vo sturier kirri-nij Marc Pourpe) gant e dad. Hag Armand da gas ar bugel d'e dud, da Suez.

Goude-se e krogas Anne-Marie gant micher ar c'hoariva hag ar gasterezh.

E Pariz kemmañ

Goude erruout e Pariz e kavas brud gant he labour er Folies Bergères, ma teuas da vout kourtizanez, kevezerez da "La Belle Otero". Kemer a reas anv unan eus e serc'hed, ur c'hont pe beskont de Pougy.

An aktourez Sarah Bernhardt, a oa bet karget da gelenn dezhi penaos c'hoari, a alias anezhi da chom prenn he beg koant p'edo war ul leurenn. He darempred lesbian gant ar skrivagnerez Natalie Clifford Barney a zo meneget en he romant Idylle Saphique, embannet war-dro 1901. E 1899, goude gwelout Liane de Pougy en un ti-dañsoù e Pariz, ez eas Barney da emginnig da di Liane, gwisket evel ur floc'h hag e kontas e oa-hi "floc'h ar garantez" kaset gant Sappho. Petra bennak ma veze un toullad mat a wazed pinvidik hag a renk uhel dalc'hmat war-lerc'h Liane da neuze e voe hoalet an dañserez gant Barney. Kontet int da vezañ maget karantez tener an eil ouzh eben a-hed o buhez.

 
Poltred Liane de Pougy, poltredet gant Nadar (kartenn-bost).


Eil dimeziñ kemmañ

E 1920 e timezas d'ar priñs Georges Ghika, ma teuas da vout Priñsez Ghika. Ur mab he doe Liane. En em zispartiañ a reas an daou bried, hep dizimeziñ avat. Lazhet e voe he mab, aerloman er brezel-bed kentañ, ma troas Liane ouzh ar relijion. Mervel a reas e Lausanne, e Suis.

 
Skritell da vrudañ abadennoù Liane de Pougy er Folies Bergères.


Levrioù kemmañ

  • (fr) L'Insaisissable, romant, dediet da Jean Lorrain, a oa mignon bras dezhi
  • (fr) La Mauvaise part, romant
  • (fr) Myrrhille
  • (fr) Idylle saphique, Paris, 1901 (rééd. Paris, Éditions des Femmes, 1987)
  • (fr) Mes Cahiers Bleus, Paris, Plon, 1977
  • (en) My Blue Notebooks (Mes cahiers bleus, hec'h eñvorennoù), embannet e saozneg e 1979. ISBN 1-58542-156-1

Levrlennadur kemmañ

  • Natalie Clifford Barney, Souvenirs indiscrets, Paris, Flammarion, 1992
  • Jean Chalon, Liane de Pougy, courtisane, princesse et sainte, Paris, Flammarion, 1994

Liammoù kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. [1]