Liderezh an Eurioù

Liderezh an Eurioù eo pedenn bemdeziek ar gristenien rannet e meur a brantad anvet ofisoù.

Bez' ez eus etre 3 hag 8 ofis bemdez, hervez ar sistemoù. Gant an doare-ober-mañ e kendalc'her gant doare kozh ar Yuzevien a gane salmoù meur a wech bemdez. Pezh a glask ar feizidi ober eo pediñ dizehan, hervez a lavare Jezuz d'e ziskibien.

« Pedenn an deiz » zo ul levr-pediñ gant salmoù ha pedennoù pemdeziek an Iliz, embannet e 1988 gant Minihi Levenez, ha skrivet e skolveurieg. Ennañ e kavor ar bedenn-vintin (laodez) hag ar bedenn-noz (gousperoù) evit holl zevezhioù ar bloaz.

Liammoù diavaez kemmañ