Lieskostezeg keitkorneg

Er geometriezh euklidian, ul lieskostezeg keitkorn a zo ul lieskostezeg gant ankloù diabarzh kevatal. Ma eo kevatal ivez hirder ar c'hostezioù, neuze eo ul leiskostezeg reoliek. Ma 'z eo a bep eil hirderioù ar c'hostezioù eo ul lieskostezeg izogonal.

Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.
Ur pevarc'hostezek keitkorneg a zo un hirgarezenn.
Ur pempkorn keitkorneg argeinek.
Ur c'hwec'hkorn keitkorneg kroaziet.

An tric'horn keitkorn nemetañ eo an tric'horn keitkostez. Ar skouergornegoù, en o zouez ar c'harrez, eo ar pevarc'hostezegoù keitkorn nemeto[1].

En ul lieskostezeg simpl keitkorneg (koñveksel neuze) gant n kostez, pep korn diabarzh a zo (1 – 2/n)×180°[2]. Dont a ra se deus ar fed e vefe sammat kornioù diabarzh un n-kostezek simpl kevatal atav da (n – 2)×180°.

Teorem Viviani a zo gwir evit al lieskostezegoù keitkorn,[3] "Sammat hedoù ur poent diabarzh kostezioù ul lieskostezeg keitkorn koñveks n'eo ket diouzh lec'hiadur ar poent-se."

Ul lieskostezeg a zo izogonal ma ha nemet ma en deus an tri perzh da-heul :

  • keitkorn eo ;
  • enskrivabl eo ;
  • e kostezioù a bep-eil a zo kevatal (da laret eo, ar c'hostezioù 1, 3, 5, ... a zo kevatal hag ar c'hostezioù 2, 4, 6, ... a zo kevatal).

ma 'z eo n ampar eo neuze reoliek al lieskostezek.

Er memes doare e c'hell un hirgarezenn gant kostezioù anterin a c'hell bezañ pavezet gant karrezioù unanenn (i. e. a gostez 1), hag ur c'hwec'hkorneg koñveks keitkorn gant kostezioù anterin, gant tric'hornioù keitkostezeg unanenn, pep dodekagon koñveks keitkorn a c'hell bezañ pavezet gant un hollad a karrezioù unann, tric'hornioù keitkostezeg unanenn ha romboù unanenn gant kornioù ho muzul 30° ha 150°[1].

Evit p prim, pep lieskostezeg keitkorn koñveks gant pk kostez anterin a zo anvariant gant un troiadur a urzh p (a zo reoliek neze ma k = 1)[4].

Notennoù kemmañ

  1. 1,0 ha1,1 (2002) "{{{title}}}". Patrom:Lien 86 (507): 396-407.
  2. Mark Ryan (2014). Essentiel de la géométrie, First, Pour les Nuls. 145 p. .
  3. A Property of Equiangular Polygons: What Is It About?
    (en)
    .

    .

  4. (2004) "{{{title}}}".


Levrlennadur kemmañ

  • Robert Williams (1979). The Geometrical Foundation of Natural Structure: A Source Book of Design, Dover (in en). 32 p. .