Lion Feuchtwanger (lesanv : J.L. Wetcheek), bet ganet d'ar 7 a viz Gouere 1884 hag aet da anaon d'ar 21 a viz Kerzu 1958 a oa ur skrivagner yuzev alaman.

E vuhez kemmañ

Ganet e oa bet Feuchtwanger e München e 1884 en un tiegezh bourc'hizien yuzev hevelebekaet. Mirour ha frankizour e oa e diegezh. Studiañ a reas al lennegezh hag ar brederouriezh e skolioù-meur München ha Berlin. Dont a reas da vezañ unan eus mistri ar romant istorel ha dont a reas da vezañ brudet er bed a-bezh gant e romant brudetañ embannet e 1923 : Ar yuzev Süss.

Buruteller c'hoariva, leurenner ha dramaour, edo e-touez saverien ar gelaouenn sevenadurel Der Spiegel, e 1908, a deuio 15 niverenn anezhi er-maez.

Liammoù diavaez kemmañ