Little Boxes (kanaouenn)

Little Boxes (Boestoùigoù) zo ur ganaouenn folk saoznek savet e 1962 gant Malvina Reynolds (1900-1978).
Ur protest-song eo, enep diorroadur ar bannlevioù stadunanat hag eus emzalc'h kemplegour ar renkadoù etre. Goap a ra eus al lodennaouegoù ma saver tiez – "boestoùigoù" – heñvel-mik an eil re ouzh ar re all diwar dafar izelbriz bet anvet ticky tacky gant Malvina Reynolds[1].

Danvez Little Boxes : unan eus al lodennaouegoù kentañ en SUA goude an Eil Brezel-bed, e Levittown, Pennsylvania

Ne voe ket enrollet gant ar ganerez-sonaozerez stadunanat diouzhtu : gant he mignon bras Pete Seeger (1919-2014) an hini eo e reas berzh bras an oberenn pa voe embannet gantañ evit ar wech kentañ e 1963.
Ret e voe gortoz 1967 kent na deuas e-maez an albom Malvina Reynolds Sings the Truth[2], trizek kanaouenn warnañ ha Little Boxes en o zouez.

Ar c'homzoù... kemmañ

Setu amañ da-heul un droidigezh vrezhonek anezhe.

Boestoùigoù ouzh krap ar roz,
Boestoùigoù savet diwar vrizhdafar,
Boestoùigoù ouzh krap ar roz,
Boestoùigoù holl heñvel.
Unan wer zo hag unan roz,
Hag unan c'hlas hag unan velen,
Hag an holl zo graet diwar vrizhdafar
Hag an holl zo heñvel.
Hag an holl dud en tiez
Zo aet d'ar skol-veur,
Ma'z int bet lakaet e boestoù
Hag an holl zo deuet e-maez heñvel,
Ha mezeien hag alvokaded zo,
Ha sternerien en aferioù,
Hag an holl zo graet diwar vrizhdafar
Hag an holl zo heñvel.
Hag an holl a c'hoari war dachennoù golf
Hag a ev o martini dry,
Hag an holl o deus bugale goant
Hag ar vugale a ya d'ar skol,
Hag ar vugale a ya d'ar greizenn vakañsoù
Ha goude d'ar Skol-veur,
Ma vezont lakaet e boestoù
Hag an holl a zeu e-maez heñvel.
Hag ar baotred a ya d'an aferioù
Hag a zimez hag a sav ur familh
E boestoù graet diwar vrizhdafar
Hag an holl zo heñvel.
Unan wer zo hag unan roz,
Hag unan c'hlas hag unan velen,
Hag an holl zo graet diwar vrizhdafar
Hag an holl zo heñvel.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Bez' emañ an droienn ticky tacky en Oxford English Dictionary – m'eo resisaet ec'h eo bet goveliet gant Malvina Reynolds, er Random House Webster's College Dictionary hag e geriadurioù all, ar Robert & Collins English-French Dictionary en o zouez.
  2. Malvina Reynolds ‎– Sings The Truth war al lec'hienn Discogs.