Lizherenneg c'hlagolitek

Al lizherenneg c'hlagolitek (diwar ar henslaveg: glagolə, “ger”) a zo anezhi al lizherenneg koshañ bet implijet evit skrivañ ar yezhoù slavek, enni 41 lizherenn er penn-kentañ.

Krouet e oa bet gant Sant Kirill ha Sant Metodius etre 862 ha 863 a-benn treiñ ar bibl ha testennoù all er yezhoù slavek.

War a seblant, diwar ar 41 lizherenn e oa bet savet peder war 'n ugent anezhe hervez patrom lizherennoù gresianek kemmet o stumm. Teir lizherenn a oa bet diorroet o stumm diwar patrom lizherennoù al lizherenneg hebraek hag ar peurrest e van dianv o orin.

E Rusia ne oa bet implijet al lizherenneg c'hlagolitek nemet ral a wech. E Kroatia an hini eo, avat, e oa bet implijet stank a-hed ouzhpenn mil bloaz hag e 1248 e oa bet aotreet dezhe gant ar Pab Inosant IV implijout o yezh hag o doare-skrivañ evit skrivañ lidoù an iliz.

Er Grennamzer e oa bet staliet da vat al lizherenneg kirillek, enni un 10 lizherenn bennak awenet gant re al lizherenneg c'hlagolitek, e lec'h al lizherenneg c'hlagolitek hag ne vez implijet ken nemet evit skrivañ Slavoneg an Iliz hag ivez a-wechoù gant Iliz Katolik Križevci e Kroatia.

Al lizherenneg kemmañ

 
Lizherennoù glagolitek dornskrivet

Daou doare ez eus da skrivañ al lizherenneg c'hlagolitek:

  • ar skritur ront
  • ar skritur karrezek
Lizherenn
(skeudenn)
Lizherenn
Unicode
Anv (henslavoneg
an iliz
)
Distagadur
(LFE)
Orin Lizherenn girillek kevatal
  Az' /ɑ/ Ur groaz pe alef hebraek (א) A a
  Buky /b/ Orin dianv: tu-gin al lizherenn samaritanek /m/ Б б
  Vede /ʋ/}} Marteze a-walch diwar al lizherenn latin V) В в
  Glagolji /ɡ/ Gamma gresianek (Γ γ) Г г
  Dobro /d]/ Delta gresianek (Δ δ) Д д
  Jest' /ɛ/ lizherenn samaritanek he pe an niverenn c'hresianeg sampi E e. Gwelet ivez: Є є
  Zhivete /ʒ/ Ж ж
  Dzelo /ʣ/ Ѕ ѕ
  Zemlja /z/ theta gresianek (Θ θ) З з
 ,   Ⰺ, Ⰹ Izhe /i/, /j/ iota gresianek (Ι ι) gant daouboent И и
  I /i/, /j/ Orin amsur І і ukrainek ha belarusek
  Djerv' /ʥ/ Orin amsur Serbeg Ћ ћ ha (Ћ ђ
  Kako /k/ qof hebraek ( ק) К к
  Ljudije /l/, /ʎ/ lambda gresianek (Λ λ) Л л
  Mislete /m/ mu gresianek (Μ μ) М м
  Nash' /n/, /ɲ/ Orin dianv. Н н
  On' /ɔ/ Orin dianv. О о
  Pokoji /p/ pi gresianek (Π π) П п
  Rtsi /r/ rho gresianek (Ρ ρ) Р р
  Slovo /s/ Orin dianav. С с
  Tvrdo /t/ tau gresianek (Τ τ) Т т
  Uk' /u/ On skrivet stag ouzh izhitsa У у
  Frt' /f/ phi gresianek (Φ φ) Ф ф
  Kher' /x/ Orin dianv, kv. /g/ ha latin Latin h Х х
  Oht' /ɔ/ On skrivet stag ouzh un on all en tu-gin Ѿ ѿ (evit treuzskrivañ ar gresianeg nemetken)
  Shta /ʃt/ Sha skrivet a-us da d-tverdo Щ щ
  Tsi /ʦ/ tsade hebraek (צ ץ) Ц ц
  Chrv' /ʧ/ Ч ч
  Sha /ʃ/ shin hebraek (ש) Ш ш
  Jer' /ɯ/ Ъ ъ (sin kalet)
  ⰟⰊ Jery /ɨ/ Ы ы
  Jerj' /ɘ/ Ь ь (sin blot)
  Jat' /æ/, /jɑ/ Marteze diwar alpha gresianek Ѣ ѣ (skarzhet diouzh ar ruseg e 1917, ha diouzh ar bulgareg e 1945)
  Ye /jɛ/ Ѥ ѥ (ne vez ket implijet ken)
  Yu /ju/ Ю ю
  Ens' (Yous bihan) /ɛ̃/ Ѧ ѧ (ne vez ket implijet ken)
  Yens' (Yous biha gant iota) /jɛ̃/ Yest gant merk ar friadur Ѩ ѩ (ne vez ket implijet ken)
  Ons' (Yous bras) /ɔ̃/ On gant merk ar friadur Ѫ ѫ (ne vez ket implijet ken)
  Yons' (Yous bras gant iota) /jɔ̃/ Ѭ ѭ (ne vez ket implijet ken)
  Thita /θ/ theta gresianek (Θ θ) Ѳ ѳ (evit treuzskrivañ ar gresianeg nemetken)
  Izhitsa /ʏ/, /i/ Izhe skrivet stag ouzh yer Ѵ ѵ (skarzhet diouzh ar ruseg e 1917)

Gwelet ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.