Llandudoch (St. Dogmaels e saozneg) zo ur gêriadenn eus Kembre, e Sir Benfro. Emañ war an aod, war ribl kornôg aber an Afon Teifi, e-kichen kêr Aberteifi.

Llandudoch gwelet eus Gwbert, en tu all d’an aber.
Dismantroù Abati Llandudoch

Poblet e oa Llandudoch gant 1 353 a dud e 2011. Gwechall e tremene ar vevenn etre Sir Benfro ha Ceredigion e-kreiz ar gêriadenn. Abaoe 2002 emañ Llandudoch penn-da-benn e Sir Benfro.

Dismantroù un abati eus an XIIvet kantved zo er gêriadenn : savet e voe abati Llandudoch gant menec’h deuet eus Bro-C’hall, el lec’h ma oa bet ur peniti keltiek diagent.

Gevelliñ kemmañ

Bro Kêr Abaoe
  Breizh Tredarzeg

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.