Llandysilio (Powys)

Llandysilio zo ur gêriadenn vihan hag ur gumuniezh eus Kembre, e biz Powys, e Sir Drefaldwyn kozh. Emañ war lez reter ar stêr Efyrnwy, war harzoù Bro-Saoz.

Iliz sant Tysilio, e Llandysilio.

E 1868 e oa bet savet an iliz a zo bremañ, gouestlet da sant Tysilio, met pell zo ez eus un iliz hag ur vered eno.

E 2011 e oa 1 122 a dud o chom e kumuniezh Llandysilio ha 127 anezho a oa kembraegerien (11,7%)[1].

Notennoù kemmañ

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. .