Llangamarch zo ur gêriadenn eus Powys, e Kembre. Emañ e kember ar stêr Irfon hag an Afon Cammarch, etre Llanfair-ym-Muallt ha Llanwrtyd. Poblet eo gant 541 a dud (2011).

Iliz Sant Tysilio, Llangamarch.

Er c'hreisteiz d'ar gêriadenn emañ torgennoù Mynydd Epynt a dap betek 474 m a uhelder.

Hervez ar richenn e voe savet ur peneti eno gant ur sant anvet Camarch pe Cammarch, unan eus mibien Gwynlliw. Met marteze ivez e teu anv ar gêriadenn eus anv ar stêr vihan anvet heñvel hag a dremen enni. Gouestlet eo an iliz-parrez da sant Tysilio.

E saozneg e reer Llangammarch Wells eus ar gêriadenn ha brud a dapas abalamour d'he dour-eien er XIXvet kantved, evel kêrioù all eus Powys, Llanfair-ym-Muallt, Llandrindod ha Llanwrtyd. Ken anavezet e oa en amzer-se ma teuas an impalaer Wilhelm II da dremen amzer eno e 1912.

Tud brudet kemmañ