Llanllyfni zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e kontelezh Gwynedd, e hanternoz Kembre. Emañ e Dyffryn Nantlle. Er gumuniezh emañ kêriadennoù Drws-y-coed, Nantlle, Nasareth, Nebo, Penygroes, Talysarn ha Llanllyfni he-unan. Gant an Afon Llyfni eo dispartiet Penygroes diouzh Llanllyfni.

Iliz Llanllyfni.

Gouestlet eo iliz ar gêriadenn da sant Rhedyw. Kontañ a reer e voe ganet Rhedyw en Arfon hag e teuas da vout beleg en Augustodunum (Autun hiziv) e Galia. Lidet e vez gouel sant Rhedyw bep bloaz e Llanllyfni, d'ar 6 a viz Gouere.

E 2011 e oa 4 135 a dud o chom e Llanllyfni ha 3 156 anezho a oa kembraegerien (79,2%)[1].

Tud brudet kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. Kavet : 2015-08-05. .

Liamm diavaez kemmañ