Lošinj (Lussino en italianeg, Lusin e yezh Venezia, Lötzing en alamaneg, Apsorrus pe Apsorus e latin) zo un enezenn eus Kroatia, e pleg-mor Kvarner.

Porzh Porozina
Porzh Porozina
Pelec'h emañ Cres en arvor Kroatia
Pelec'h emañ Cres en arvor Kroatia

E-keñver melestradur emañ e kontelezh Primorje-Gorski Kotar. Tost-kenañ eo da enez Cres ha liammet eo outi gant ur pont. An unnekvet enezenn vrasañ eus Mor Adria eo Lošinj, gant 33 km a hed hag ur gorread a 74,36 km2. Annezet eo gant 7 771 a dud. Mali Lošinj eo ar gêr vrasañ.

E-pad kantvedoù, ha betek 1797 e voe e dalc’h Republik Venezia. Goude se e voe staget ouzh Impalaeriezh Aostria. Etre ar Brezel-bed Kentañ hag an Eil Brezel-bed e oa e dalc’h Italia. Goude 1945, pa voe roet da Yougoslavia, ez eas kuit kalz italianegerien eus an enez.


Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.