Ur pennad loch (lec'hanvadurezh) zo ivez.

Ul loch, ul lochenn, ul log, ul logell, zo ur seurt ti dister, e koad alies gwechall, ma vez lakaet tud, pe loened, pe traoù d'o gwaskediñ diouzh ar glav hag an avel.

Loch e raoskl e Camargue e deroù an XXvet kantved
Lochoù e Mirdi Norvegat an istor Sevenadurel, e Bygdøy, Oslo
Loch ur mesaer e Beauce e deroù an XXvet kantved
Loch Edwin Carter (war-dro 1875) e Breckenridge, Colorado

Graet e vez ivez gant gerioù evel kabanenn (ur ger a orin provañsek), ha kombod : e-barzh ar marvailh Kristof, gant Troude ha Milin, e weler ar roue Grallon o lakaat ober ur c'hombod koad da lakaat e verc'h Ahez, he fried Kristof, hag o mabig.

Arouez ar baourentez eo al loch. E Breizh eo koadourien ha glaouerien a veze o chom e lochennoù, ha brudet fall e vezent alies.

Perzhioù ul loch kemmañ

  • Dre ma'z eus to war al loch e vez an dud pe al loened en disglav.
  • Ma vez mogerioù, e koad peurvuiañ, pe e mein, e vez dizavel.
  • Ma ne vez ket savet gant mein e vez bresk a-walc'h.
  • Ne vez nemet ur pezh.
  • Ne gousk ket ker da sevel, ha ne dalv ket kalz a dra.
  • Ne vez ket savet gant aotreoù da sevel tier peurvuiañ, a-wechoù ne vez ket savet gant an hini zo perc'henn an douar zoken.

Skeudennoù kemmañ