Loeiz Mari ar Floc'h

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Loeiz ar Floc'h
Loeiz Mari ar Floc'h
Loeiz Mari ar Floc'h
Anv ofisiel Yann-Loeiz-Mari Floc'h
Anv pluenn Loeiz ar Floc'h
Ganedigezh 2 a viz Du 1867
Bodiliz, Bro-Leon Bro-Leon
Breizh Breizh
Marv 26 a viz Kerzu 1936
Lesneven, Bro-Leon Bro-Leon
Breizh Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Va zamm buhez

Yann-Loeiz-Mari Floc'h, Jean-Louis Le Floch en ti-kêr, Loeiz ar Floc'h e anv-pluenn ha Stourmer diouzh e anv barzh, lesanvet "Paotr ar Plakoù" ha "Plakoù", a oa ur skrivagner brezhonek, ganet e Bodiliz (Bro-Leon) d'an 2 a viz Du 1867 ha marvet e Lesneven d'ar 26 a viz Kerzu 1936.

Mont a reas da gloerdi bras Kemper e 1891, met buan e welas ne oa ket graet evit bezañ beleg. Neuze e reas e amzer soudard. Goude-se e voe enfredet er Chemins de fer économiques e Karaez. E 1902 e roas e zilez evit kaout muioc'h a amzer da sevel skridoù brezhonek. A bep seurt micherioù bihan a reas neuze, a-raok mont da werzhañ louzeier evit an dud hag evit ar chatal, hag ober plakennoù evit ar c'hirri hag evit al loened.

Skridoù a-leizh a voe savet gantañ hag a voe moullet e meur a gelaouenn : Ar Bobl, kazetenn Taldir, Le Courrier du Finistère, Mouez ar Vro, ha re all.

Romantoù kemmañ

Marvailhoù kemmañ

Pezhioù C'hoari kemmañ

Emvuhezskrid kemmañ

Louzawouriezh kemmañ

Barzhonegoù kemmañ

Dielloù kemmañ

Oberennoù all kemmañ

Ha kalz skridoù all, manet diembann pe n'int ket bet adembannet.

Notennoù kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. adembannet gant Mouladurioù Hor Yezh e 1985
  2. Adembannet e 1983 : Plant Breizh evit ho yec'hed, Mouladurioù Hor Yezh.
  3. https://br.wikisource.org/wiki/Histor_fentuz_Lanik_an_Tougn