Loeiz XII (Bro-C'hall)

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

Loeiz Orleañs, pe Loeiz XII, ganet d'ar 27 a viz Even 1462 e Bleaz (Bro-C'hall) ha marvet d'ar 1añ a viz Genver 1515 e Pariz (Bro-C'hall), zo bet roue Bro-C'hall adalek 1498 betek e varv .

Loeiz XII
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLouis XII Kemmañ
Anv-bihanLouis Kemmañ
Anv-familhValois Kemmañ
Titl noblañsdug, roue Bro-C'hall Kemmañ
Deiziad ganedigezh27 Mez 1462 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBleaz Kemmañ
Deiziad ar marv1 Gen 1515 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Lec'h douaridigezhBasilica of Saint-Denis Kemmañ
TadCharles d'Orléans Kemmañ
MammMaria of Cleves Kemmañ
Breur pe c'hoarMarie d'Orléans, Anne of Orléans, Abbess of Fontevraud, Joan of Valois, Duchess of Alençon Kemmañ
PriedJaned Bro-C'hall, Anna Breizh, Mari Bro-Saoz Kemmañ
BugelKlaoda Bro-C'hall, Renée Bro-C'hall, Michel Bucy Kemmañ
FamilhTiegezh Valois Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherpenndiern Kemmañ
Kargroue Bro-C'hall Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Prizioù resevetOrder of Saint Michael Kemmañ
Deskrivet dreLouis XII, King of France (1462-1515) Kemmañ
Litterae super abrogatione pragmatice sanctionis, 1512

Mab e oa da Charles d'Orléans, dug Orleañs, ha d'ar briñsez Marie de Clèves (1426-1487). E dad a oa niz d'ar roue Charlez V. Ne felle ket da Loeiz XI e c'hallje kaout hêred, ken e redias anezhañ da zimeziñ gant e verc'h Janed a Vro-C'hall, a oa siek a gorf; a spered avat ne oa ket.

Dont a reas da vezañ roue memestra pa chomas divugel Charlez VIII hag Anna Vreizh. Goude torret e zimeziñ e euredas gant ar rouanez intañvez kenkent ha bloaz kentañ e ren.

Bugaleaj kemmañ

 
Penn Loeiz XII war ur pezh-moneiz gall e 1514

Brezel foll kemmañ

E 1485, evel dug en ur renk uhel e kemeras penn un emsavadeg noblañsoù a-gevred gant Frañsez II, dug Breizh e-enep al lezrouanez Anne de Beaujeu, o vezañ ma oa ar roue Charlez VIII, ur minor. Trec'het e oant e Sant-Albin-an-Hiliber e 1488. Toullbac'het e oa bet Loeiz ha dug Breizh lakaet da blegañ dirak Anne de Beaujeu. Anvet eo bet an avañtur ar Brezel foll.

Difachañ kemmañ

Pa yeas Charlez VIII da roue e oant difachet.

Donedigezh d'an tron kemmañ

E 1498 e varvas Charlez VIII a-daol-trumm ha ne oa ket chomet bev nep bugel dezhañ ganet diwar ar rouanez Anna Vreizh. Pa oant bet plijet bezañ asamblez e kinnigas ar roue nevez Loeiz da Anna Vreizh dimeziñ gantañ. Met evit kas an dimeziñ da benn e oa ret goulenn an aotre digant ar pab, Alesant VI Borgia, a ranke terriñ e eured kentañ gant merc'h Loeiz XI. Emglev a voe etre ar roue hag ar pab. Kas a reas Alesant VI e vab Cesare Borgia da Vro-C'hall gant an aotre ken gortozet ha roet e voe dezhañ, en eskemm, un dugelezh e Bro-C'hall (dug Valentinois e voe anvet) evit e boan hag aberzhet e voe ur briñsez, Charlotte d'Albret, a voe lakaet da zimeziñ gantañ.

Dimezioù kemmañ

Teir gwech e timezas.

D'an 8 a viz Genver 1499, ec'h addimezas Loeiz hag Anna Vreizh (1477-1514) e Naoned. Div verc'h o doe:

En 1514 e timezas da Mari Tudor, priñsez a Vro-Saoz (1496-1533), merc'h d'ar roue saoz Herri VII, Kembread a orin, ha da Elesbed Plantagenêt ( pe [[Elesbed York]). bugel ebet n'o doe.

Ur mab bastard en doa bet ivez, Michel Bucy, arc'heskob Bourges (1489-1511).

En e raok:
Charlez VIII
Rouaned Bro-C'hall
 
14981515
War e lerc'h:
Frañsez Iañ