Longues-sur-Mer

kumun Bro-C'hall

Kumunioù Bro-C'hall
Anv Longues-sur-Mer
Skoed
Lec'hiadur Longues-sur-Mer e Kanton Ryes hag en Arondisamant Bayeux
Riez Bro-C'hall Bro-C'hall
Rannvro Normandi
Departamant Calvados
Bro hengounel
Arondisamant Bayeux
Etrekumuniezh Communauté de communes Bayeux Intercom
Kanton Ryes
Kod INSEE 14377
Kod post 14400
Maer Roland Tirard
Amzer-gefridi 2008-2014
Gorread 12,29 km²
Led 49° 20' 12" Norzh
Hed 00° 41' 39" Kornôg
Uhelder kreiz .. m
Uhelder bihanañ 0 m
Uhelder brasañ 77 m
Poblañs hep kontoù doubl 674 (2008)
Stankter 55 a./km²
Lec'hienn ar gumun

Longues-sur-Mer a zo ur gumun eus Bro-C'hall e departamant Calvados e Normandi.

Istor kemmañ

XIXvet kantved kemmañ

  • 1861: Longues (403 annezad e 1856) a voe staget outi kumunioù Fontenailles (177 annezad) er reter ha Marigny (287 annezad) er c'hornôg.

XXvet kantved kemmañ

  • 1924: Longues a zo anvet Longues-sur-Mer.
 
Iliz Marigny goude ar bombezadegoù
  • Eil brezel-bed, Even 1944: Longues-sur-Mer a zo ul lodenn eus tachenn dilestrañ Gold Beach e-pad an Dilestradeg e Normandi; eno e oa bet staliet ur strollad pevar c'hanol 150 mm alaman e miz Gwengolo 1943. Bombezet e voe d'an 28 a viz Mae ha d'an 3 a viz Even; en noz etre ar 5 hag ar 6 a viz Even e voe bombezet en-dro gant 124 nijerez eus ar Royal Air Force, 600 tonenn a vombezioù a voe taolet en taol-mañ. Ne viras ket ouzh ar ganolierion tennañ ouzh al listri brezel SUAat adalek 5 eur 37; tennoù al listri-brezel Georges-Leygues, Montcalm, Ajax hag Arkansas a beurzistruj ar strollad un tammig a-raok 7 eur noz; ar ganolierion alaman en em rentas d’ar soudarded saoz eus Rejimant an Devonshire d’ar 7 a viz Even. Distrujoù bras a voe er gumun[1]; lazhet e voe pemp den nann soudard e Longues gant bombezadegoù ha tennoù kanol d'ar 6[2].

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

 
  • Blockhausoù pezhioù-kanol alaman, 1943 (luc'hskeudenn).
  • Kastell Marigny, XVIIvet kantved.
  • Abati beneaded Sainte Marie e Longues, iliz eus an XIII vet kantved.
  • Iliz katolik Saint Laurent e Longues, XIIvet kantved, adkempennet penn-da-benn er XVIIvet kantved pa voe kenstrollet parrezioù Longues, Marigny ha Fontenailles.
  • Iliz katolik Saint Laurent e Marigny XIIvet-XIIIvet kantved[3].
  • Iliz katolik Saint Pierre e Fontenailles, 1202, bet distrujet razh gant ar bombezadegoù e 1944 ; n’eo ket bet adsavet[4].

Douaroniezh kemmañ

Emdroadur ar boblañs 1962-2008 kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh kemmañ

Tud kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. Yves Lecouturier, Les plages du débarquement, pajennoù 50 ha 51, Embannadurioù Ouest-France, Roazhon, 1999
  2. Mémorial des victimes civiles en Normandie
  3. Skeudennoù - Clochers de France
  4. Skeudennoù - Clochers de France