Lorenzo de' Medici (1599-1648)

Ur pennad Lorenzo de' Medici zo ivez.

Lorenzo de' Medici, pe Lorenzo di Ferdinando Iañ de' Medici , (1599-1648) a oa ur mab da Ferdinando Iañ de' Medici, dug-meur Toskana ha d'e bried Cristina di Lorena. Breur e oa d'an dug-meur Cosimo II de' Medici .

Lorenzo di Ferdinando de' Medici

Seizhvet bugel e dud e oa. Troet e oa gant ar chase, ar c'hon, ar c'hezeg. Dastum a rae al livadurioù, gwareziñ a rae Stefano Della Bella, en e di Casino er via del Parione , distrujet abaoe (warnañ e voe savet ar Palazzo Corsini al Parione), hag er Villa La Petraia, ma voe graet ar murlivadurioù gant Volterrano.

En 1617 ez eas gant e c'hoar Catalina de Médici, dimezet da Ferdinando Gonzaga, da Mantova, ha gweladenniñ a reas Venezia, Genova, Loreto ha Pésaro.
En 1623 ez eas da Urbino da skoazellañ e c'hoar Claudia, nevez intañvezet eus an dug Federico Ubaldo della Rovere, evit lakaat he zad-kaer Francisco María II della Rovere, chomet dishêr, da lezel Dugelezh Urbino gant ar familh Medici. Tro wenn a reas, hag en 1626 ez eas gant Claudia da Innsbruck, d'hec'h addimeziñ da gont Tirol, Leopold V Aostria ha tro en devoa da weladenniñ kêrioù München, Nürnberg, Regensburg haNancy.

Ne zimezas ket. Mevel a reas e 1648 ha lavaret e voe e oa bet kontammet.