Los Panchos, anavezet ivez evel Trío Los Panchos a oa ul laz kanerien eus Mec'hiko savet er bloavezhioù 1940. Kanañ a raent kanaouennoù romantel, ha boleros.

En em gavout a reas Los Panchos e 1944 e New York. An tri ezel kentañ e oa Alfredo Gil ha Chucho Navarro, mec'hikaned anezho, ha Hernando Avilés eus Puerto Rico. An tri a sone gitar hag a gane.

En 1951, aet Hernando Avilés kuit, ret e voe kavout unan all en e lec'h : kemeret e voe Raúl Shaw Moreno, eus Bolivia, a oa nevez krog gant ar vicher. Met hennezh ne chomas nemet nav miz, re greñv e vouezh, ha ne blije ket d'ar selaouerien.

Goude-se, gant kanerien kemm-digemm, e voent gwelet en un hanter-kant film bennak e koulz oadvezh Aour Sinema Mec'hiko. Evel-se e tremenas Julio Rodríguez Reyes ha Johnny Albino hag ar mec'hikan Enrique Cáceres Méndez, entre meur a hini.

En 1964, pa gane Johnny Albino, e teuas ur vaouez ganto. Eydie Gormé, anavezet dija e SUA, an hini a voe dibabet. Embannet e voe ar bladenn Great Love Songs In Spanish (Amor (albom Eydie Gormé ha Los Panchos)|Amor]], en spagnoleg). Berzh bras a rejont, ma tivizas ar gompagnunezh CBS ober re all : setu penaos e voe graet Cuatro Vidas ha Blanca Navidad.

Pladennoù kemmañ

Singles

Liamm diavaez kemmañ