Louc'hoù karrekaet

Studiet e vez louc'hoù karrekaet al loened gant ar baleontologiezh. A-hed ar bloavezhioù ez eus bet kavet ur bern louc'hoù karrekaet dre ar bed a-bezh. Roet o deus titouroù a-bouez diwar-benn emzalc'h al loened o doa lezet anezhe. Da skouer, kalz louc'hoù eus loened eus ar memes spesad kichen-ha-kichen a laka da soñjal e vevent a-dropelladoù. Gallout a reer anavezout framm ar pavioù ha doare da gerzhet al loened o deus lezet roudoù.

Louc'henn pav un tiranosaor
Roudoù dinosaored e Bolivia


Louc'hoù eus spesadoù mesk-ha-mesk a ziskouez e vevent d'ar memes mare hag a ro titouroù diwar-benn o emzalc'h. Roud ul loen hepken zoken a c'hall reiñ titouroù a-bouez evel gouzout ha daoudroadek pe pevarzroadek e oa. Evel se eo bet diskouezet e veze implijet o izili diaraok gant lod eus ar pterosaored pa vezent war al leur, en un doare pevarzroadek dic'hortoz.


Evit ma vije bet karrekaet al louc'hoù-se e ranked en em gavout e degouezhioù resis, Evit mirout louc'h ur pav graet war al leur blot (evel hini ur gompezenn dichaladurel pe ur gwelead gouelezennoù) o sevel. Kemeromp aod ur mor pe ul lenn, da skouer, disec'het gant un amzer tomm ha sec'h betek diskouez an deun fank solut, zo lezet louc'hoù warnañ (abalamour ma vije bet damgaletaet hepken ha ma vije bet pounner al loen) ha zo goloet a lec'hid gant ur barrad amzer.


Dizoloet e oa bet ur strollad louc'hoù a limestone quarry en Ardley, 20 km e biz Oxford, e Bro-Saoz, e 1997. War a soñjer e oant bet lezet gant ur Megalosaorus ha marteze ur C'hetiosaorus. Kopiennoù eus al louc'hoù-se a c'haller gwelet war letonenn mirdi istor naturel skol-veur Oxford.


Ur c'hrouadur anvet Keiroteriom zo anavezet a-drugarez d'e roudoù karrekaet hepken. Kavet e oant bet e 1834, e Turingia, en Alamagn, ha bloaziadet eus oadvezh an Triaseg.


Liamm diavaez kemmañ