Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Lucasfilm berraet a-wechoù en LFL a zo ur studio sinema ha skinwel amerikan krouet e 1971 gant George Lucas. Ober a ra war-dro an heuliadoù film Star Wars hag Indiana Jones. E San Francisco emañ e sez.

Lucasfilm
subsidiary, film production company, television production company
Tachenn obererezhioùfilm industry Kemmañ
Deiziad krouiñ1971 Kemmañ
Anv berrLFL Kemmañ
Anvet diwarGeorge Lucas Kemmañ
DiazezerGeorge Lucas Kemmañ
Merour/renerGeorge Lucas Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Furm lezennlimited liability company Kemmañ
Lec'h diazezSan Francisco Kemmañ
Perc'hennet gantThe Walt Disney Company Kemmañ
Aozadur mammWalt Disney Studios Kemmañ
IsaozadurIndustrial Light & Magic, Lucasfilm Animation, Skywalker Sound, Lucasfilm Games Kemmañ
Perc'henn warIndiana Jones, Star Wars Kemmañ
Sez sokialLetterman Digital Arts Center, San Francisco, Kalifornia Kemmañ
ProduSinema, tresadennoù-bev Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.lucasfilm.com/ Kemmañ
Savadur Lucasfilm ltd Sandcrawler savet adal patrom ur mekanik gwelet e filmoù Star Wars

Lucasfilm Ltd a zo aet pelloc'h gant an teknikoù sinema evel an efedoù arbennik hag al luskañ dre urzhiater. Adprenet ez eo bet gant The Walt Disney Company, d'an 30 a viz Here 2012, ouzhpenn 4 milion a zollaroù.

Istor ar studio Lucasfilm kemmañ

Lucasfilm a zo bet krouet gant ar sevener filmoù George Lucas e 1971. Lucas a zo chomet e-penn an embregerezh evel danvez prezidant a kannad meur betek ar bloavezh 2012.

E 1986, Lucasfilm a werzh e lodenn urzhiataerezh Lucasfilm Computer Division da Steve Jobs, a savas adal ar studio Pixar.

E 2002, Lucasfilm a kuitaa an embregerezh THX.

E 2003, Lucasfilm a-sav Lucasfilm Animation, un embregerezh produiñ filmoù tri-ment evit ar sinema hag ar skinwel.

D'an 3 a viz Eost 2004, Lucasfilm Animation a zigor ul lodenn e Singapour, Lucasfilm Animation Singapour.

E miz Genver 2012, George Lucas a embann ne vezo ket produet ken oberennoù doare blockbusters met gwelloc'h oebrennoù bihanoc'h hag a dalvoudegezh arzel.

 
Kathleen Kennedy renerezh Lucasfilm bloavezh 2011
 
George Lucas krouer Lucasfilm