Macrocypraea cervus

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Macrocypraea cervus

Hoc'hig-mor karv
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Macrocypraea
Anv skiantel
Macrocypraea cervus
(Linnaeus, 1771)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Macrocypraea cervus a zo unan eus an tri spesad a vez renket er genad Macrocypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin boutin ezlec'hel an hini eo.

Taksonomiezh kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1771 dindan an anv genad Cypraea[2].

Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Macrocypraea cervus o vezañ implijet un tamm muioc'h eget egile:

  • Cypraea cervus Linnaeus, 1771 anv an diskrivadenn hag hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.

Bevoniezh kemmañ

Kregin brav ha bras eo an Macrocypraea cervus. Kavet e vezont etre 1m ha 40 m donder dindan bloc'hadoù hag e frailhoù a reier e tachennoù ar mangrov alies e dour teñval, fankeg.

 
Loen bev Macrocypraea cervus yaouank n'en deus ket c'hoazh livioù ar c'hregin gour. Ar penn zo eus tu kleiz.

Ment kemmañ

Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 76 ha 120 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 42 mm gour, pe ramz, betek 190 mm. Ar spesad en deus ar c'hregin brasañ eus ar c'herentiad.

Gwelout ivez kemmañ

Macrocypraea cervinetta ha Macrocypraea zebra a zo daou spesad tost a-walc'h.

Kartenn al lec'hioù bevañ kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo er meurvor Atlantel hag e Mor ar c'haraib etre Aodoù ar Florida betek Mec'hiko.

Skeudennoù kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 06 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=419722(en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)