Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Unan eus danvezioù fonnusañ a c'heller kavet eo ar maen, hemañ an danvez kalet m'eo graet gantañ lodenn vrasañ gorre an Douar (planedenn), met graet e vez ivez gant ar gerioù roc'h ha karreg evit un dolzenn vras a weler en natur. Kavet e vez mein e gwiskadoù roc'hellek tev dindan gorre an Douar, met ur maen a zo, da gentañ holl, un dra kalet-tre a c'hell bezañ dezouget ha treuzfurmet. N'eus forzh peseurt stumm a zo d'ar mein e c'heller benañ ha pikañ anezho gant ostilhoù a-feson. A-bell en deus desket an Den sevel tiez ha savadurioù bras ha bihan dre lakaat mein war o sonn pe en ur aozañ mogerioù ha tolzennoù mein. Mein vihan a c'hell bezañ benet ha kizellet evit ober bravigoù.

Ar mein evit ar saverezh kemmañ

Gerioù gant maen enno kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • Yann Lukas, Joël Rolet & B. Y. Leglatin : Breizh – Karregadoù ha maenadoù kaer, An Here, 2001 (ISBN 978-2-86843-233-9)