Maen ar furien, pal an alkimiezh, an Obererezh, a vefe un danvez gouest da dreuzkemmañ ar metaloù n'int ket prizius en aour. Gantañ ivez e c'hallfed aozañ al louzoù hollbare, pe an Eliksir a vuhez hir, pe an Dour a Hirvuhez, a barefe kement kleñved zo hag a lakafe an hini a ev anezhañ da vezañ divarvel. Evit alkimiourien ar Grennamzer, Maen ar furien a vefe anezhañ ar pempvet elfenn, anvet "alkahest" (ar peder elfenn anavezet eo an douar, an dour, an aer hag an tan). Dont a-benn da aozañ anezhañ eo an « obererezh bras ». En ur ster treuzskeudennel, Maen ar furien eo ar garantez, ha kement zo stoket gant ar garantez a zeu da vezañ aour. An aour-se eo arouez al levenez: pal ar vuhez.

Klask ar maen kemmañ

E deun ar c'hreuzeulioù hag an atanorioù e veske an alkimiourien an danvezioù a dalveze a-hervez da aozañ ar Maen, Maen ar furien. Gouest e oa houmañ da dreuzfurmiñ metal teuz en aour pa veze taolet e-barzh.

Lod evel Nicolas Flamel, unan eus an alkimiourien vrudetañ, a embannas e oant deut a-benn da aozañ Maen ar furien. Menegomp ivez Jan Baptista van Helmont a lavaras e oa deut a-benn da gaout un nebeud disoc'hoù e-pad e daolioù-arnod hag a zeskriv ar Maen evel-henn:

"Gwelet em eus Maen ar furien ha stoket em eus outañ ouzhpenn ur wezh; heñvel eo e liv ouzh hini ar poultr safran, met pounner ha lufr evel gwer bruzunet eo. An aozadenn-se a daol eizh oñs[1] aour evit ur c'hard greunenn[2] anezhi ha diskouez a ra un energiezh bras-kenañ: war-dro 18 470 gwezh an unanenn".

Notennoù kemmañ

  1. war-dro 245 g
  2. war-dro 13 mg