Magdalena Pietersz (a-raok 1560 – goude 1592), a oa ul livourez eus an Azginivelezh en Izelvroioù an Hanternoz.

Ganet e oa en Haarlem, merc'h e oa da Pieter Adriaensz, livour war ar gwer.

Dimeziñ a reas d'al livour Pieter Pietersz en 1577. En 1585 ez eas da chom da Amsterdam, hag eno e voe badezet he mab e 1592. Livañ a reas marc'hallac'hioù. Mervel a reas en Amsterdam.