Magdalena Rudenschöld

Magdalena Rudenschöld, pe Magdalena Charlotta Rudenschöld, anavezet ivez evel Malla Rudenschöld, ganet d'ar 1añ a viz Genver 1766 ha marvet d'ar 5 a viz Meurzh 1823 e Stockholm, a oa ur vaouez eus noblañs Sveden hag un iriennerez svedat, e dibenn an XVIIIvet kantved. Kemer a reas perzh en irienn Armfelt, a-enep ar gouarnamant e 1792, tamallet e voe dezhi bout treitourez, staget ouzh post-ar-vezh, ha kondaonet da vezañ bac'het a-hed he buhez.

Magdalena Rudenschöld
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSveden Kemmañ
Anv-bihanMagdalena Kemmañ
Anv-familhRudenschöld Kemmañ
Deiziad ganedigezh3 Gen 1766 Kemmañ
Lec'h ganedigezhJakob and Johannes parish Kemmañ
Deiziad ar marv5 Meu 1823 Kemmañ
Lec'h ar marvJakob and Johannes parish Kemmañ
TadCarl Rudenschöld Kemmañ
MammChristina Sofia Bielke Kemmañ
Breur pe c'hoarThure Gabriel Rudenschöld Kemmañ
Priedtalvoud ebet Kemmañ
MicherPlac'h-enor Kemmañ
Magdalena Rudenschöld.

Hervez unan eus ar gondaonidi all eo dre garantez he devoa kollet he fenn.

El lez kemmañ

Merc'h e oa Magdalena d'ar c'hont Carl Rudenschöld, den a stad, ha d'ar gontez Kristina Sofia Bielke. He zad a gollas e sez e Breujoù Sveden e 1766 ha treut e voe ar peuriñ gant an tiegezh ken an deiz ma krogas gouarnamant Bro-C'hall da reiñ arc'hant d'he mamm e kuzh evit he labour evitañ[1]. E 1784 e voe anvet da zimezell a enor gant c'hoar ar roue Gustav III, ar briñsez Sofia Albertina Sveden.
Berzh a reas el lez dre ma oa kenedus, speredek, ha tomm he fenn. Daou baotr a oa war he lerc'h : an Dug Charlez, breur d'ar roue, hag an denjentil Gustaf Mauritz Armfelt, gwellañ mignon ar roue. Fae a reas war an dug, met sot-pitilh e oa gant Armfelt. Armfelt a oa dimezet da Hedvig Ulrika De la Gardie e 1785, ha Rudenschöld a oa e bried-kleiz. Krediñ a reer e c'hanas daou vugel e kuzh: unan ganet en Abati Quedlingburg, en Alamagn, ar briñselezh ma oa Sofia Albertina Sveden o ren, pan eas digant Sofia Albertina in 1787.

An irienn kemmañ

E 1792 e varvas ar roue Gustav III hag e vab 14 vloaz, Gustav IV Adolf a voe lakaet da roue. An dug Karl a renas en e lec'h, met e gwirionez eo mignon bras an dug, Gustaf Adolf Reuterholm, a rene hag a oa mest war ar gouarnamant.

Armfelt en devoa esperet kaout lec'h er gouarnamant a zilezas Rudenschöld hag a guitaas ar vro e 1793. Klask a reas irienniñ gant ar Rused da ziskar ar gouarnamant ha lakaat ur renad nevez en e sav, hag eñ e penn eveljust.

Skrivañ a reas Armfelt da Vagdalena Rudenschöld, a felle dezhi e tistroje he serc'heg daveti, ha goulenn a reas diganti mont eus e berzh da-gaout e heulierien, ar roue yaouank, ha kannad Rusia. War a greder e sevenas unan, da vihanañ, eus an teir c'hefridi-se.

Met degouezhout a reas ho lizheroù etre daouarn Reuterholm hag an dug Karl abalamour da dud burev-post Hamburg, en Alamagn, o devoa graet eiladennoù eus al lizheroù ha gwerzhet anezho. Reuterholm a lakaas herzel Magdalena Rudenschöld da noz an 18 a viz Kerzu 1793, evel unan eus ar re gentañ da zastum.

Magdalena he devoa devet darn eus he faperoù, met kavet e voe lizheroù karantez a-berzh an dug Charlez, ha roud eus arnod Armfelt da ziskar ar gouarnamant ha kemer ar galloud.

Prosez ha kondaonidigezh kemmañ

Da gentañ ne oa ket splann ar prouennoù a-enep dezhi, hag en em zifenn a eure gant nerzh ha finesa. Tennet e veze, emezi, "eus ur vac'h spontus ma ne wele nag an heol nag al loar".
Pa voe furchet domani Armfelt e voe kavet 1,100 eus he lizhiri dezhañ. E meur a hini e tispake fae ha dismeg ouzh an Dug ha Reuterholm, a washaas an traoù dezhi. An Dug en doamiret droug outii peogwir n'he doa ket pleget dezhañ pa oa oc'h ober e lez dezhi, ha Reuterholm a gonnaras pa lennas petra he devoa skrivet diwar e benn.
Eizh eus he lizheroù da Armfelt a voe moulet hag embannet gant he daou enebour, hag anvet "E Ti kozh ar Roue prizoniet un Itron anavezet evel Magdalena Charlotta merc'h da Carl, lizheroù d'an treitour Baron Armfelt, anavezet evel Gustaf Mauritz, mab da Magnus, diwar-benn o avanturioù karantez ". El lizhiri e ra anv eus klask diforc'hañ gant skoazell Armfelt goude bezañ bet brazezet gantañ. Daoust da se, abalamour da gasoni ruz an Dug ha Reuterholm e troas ar bobl a-du ganti.
Pa voe diskouezet dezhi ar prouennoù, e miz Ebrel 1794, ec'h anzavas he zorfed, en ul lavarout n'he devoa kemeret perzh nemet dre m'he devoa fiziañs dall en Armfelt.

D'an 22 a viz Gwengolo 1794 e voe kondaonet Magdalena Rudenschöld d'ar marv dre an abeg a dreitouriezh, war un dro gant Armfelt, a oa en estrenvro, ha daou irienner all, Ehrenström hag Aminoff. Kemmet e voe he c'hastiz e stagidigezh ouzh post-ar-vezh, heuliet gant bac'hidigezh a-hed-buhez. Ar c'hanseller Fredrik Sparre a reas anv a "skourjezañ" anezhi, hag aprouet e voe gant Reuterholm, met konnar a savas er bobl o klevout anv a gement-se, ma voe lesanvet ar "c'hanseller skourjezer" goude-se.

Tennet e voe hec'h anv-ziegezh hag he noblañs diganti - evel digant Armfelt hag an holl re all a oa en noblañs - hag e paperioù ar prizon ne oa ken nemet "Magdalena, merc'h da Carl, bet Itron ".

Kastiz kemmañ

En deiz war-lerc'h e voe kaset Magdalena d'ar chalfod war al leurgêr, a zo bet skrivet e oa "ur ranngalon he gwelout". Gwisket e oa gant ur sae louet, ur gorfenn du, diskempenn he blev, he fenn dalc'het uhel, hag evañ a reas div werennad dour. Glac'haret e oa an arvesterien ouzh he gwelout, eme Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp, abalamour d'he yaouankiz, d'he gwallblanedenn, ha marteze abalamour d'ar pezh a chome eus he c'hened kent.

Pa voe ehanet an abadenn krougañ e teuas ur c'harroñs da gerc'hat anezhi d'he c'has d'ar vac'h. Semplañ a reas neuze, hervez ar skrivagnerez Märta Helena Reenstierna, "gant ardoù evel Elisabeth Olin en "Acus ha Galathea" (ar c'hoarigan).

Ur mignon da Rudenschöld, ar c'hont A.F. Skjöldenbrand, a skrivas diwar-benn an darvoud : " Nebeud a dud en engroez a grogas da huchal warni, met Silfverhielm (komandant ar warded) a reas d'an dud tevel". Ret e vije bet dezhi kaout ur c'holier houarn en he c'herc'henn, met pa dostaas ar burev gantañ e reas Magdalena ur souz-dreñv hag eñ

"a izelaas e zaouarn, ha hi war-eeun d'ar peul hep an houarn en he c'herc'henn, ma chomas gant liv ar marv war he dremm e-pad un ugent munud ken na voe kemmet he c'hastiz, neuze e semplas ha kaset e voe kuit, evel marv".

Rudenschöld a skrivas diwar-benn he donedigezh er vac'h:

Lakaet e oan bet en ur c'harr ha gwarded tro-dro din. Semplet e oan chomet a-hed an hent d'ar vac'h, ur pennad bale eus Hornstull, ha n'em boa digoret lagad ebet a-raok an abardaez, da welout e oan bet lakaet em gourvez wa an douar en ur gell deñval ma-unan-penn gant ur volennad dour hag ur werennad win em c'hichen. Tamm ebet n'em boa debret en deiz-se. Pa'm boa stoket ouzh ar werenn em boa klevet ur vouezh o huchal: Bev eo c'hoazh!.

Daou vloaz hanter goude, e miz Du 1796, e voe divac'het Rudenschöld war urzh Reuterholm; c'hoant en devoa d'he dieubiñ a-raok ma vefe deuet ar roue yaouank en oad da ren, ha da bardoniñ dezhi.

E Gouhere 1798 e c'hanas ur mab, Eric Ekmansdorff Karlsson, a voe ofiser e Finland. E dad e oa he mevel, ur gwaz yaouank, kreñv ha koant, a veve ganti. Koulskoude e troas fall o darempred, he gwallgas a rae ar paotr, a-hervez, hag e 1801, ez eas da Suis da chom ha gwarezet e voe gant Germaine de Stael, erbedet ma oa bet dezhi gant Armfelt, a reas war-dro kas he mab da vezañ skoliet da Sant Petersburg e Rusia hag a roas arc'hant dezhi. Gwelet e veze e Coppet, plijus he doare, sioul en he buhez.

Distro kemmañ

E 1812 e tistroas da Sveden ma vevas e ti he breur Thure Gabriel, evel gouarnourez gant e vugale. Ne fellas ket dezhi komz ken eus he buhez tremenet. Mervel a eure e Stockholm e 1823.

Pennadoù kar kemmañ

Levrlennadur kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Norrhem, Svante (in Swedish): Kvinnor vid maktens sida : 1632-1772 (In English: "Women by the side of power: 1632-1772") (2007) Lund (Nordic Academic Press)