Magic:The Gathering

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.


Magic : The Gathering (Magic : ar vodadeg) a zo ur c'hoari kartoù, savet gant Richard Garfield e 1993.

Ar c'hoari kartoù-se 'zo disheñvel diouzh ar re all abalamour ma 'z eus muioc'h eget 14000 kartenn, ha pep c'hoarier a sav e c'hoari en ur zoujañ da reolennoù zo.

Dalc'hoù disheñvel o deus ar c'hartennoù (oberennoù, galloudoù, redioù) ha rouezderioù disheñvel. Ar c'hartennoù a vez gwerzhet e pakadoù aozet (anvet Decks) pe e godelligoù 15 kartenn enno (anvet booster).

C'hoariet e vez d'an nebeutañ da zaou, an daou c'hoarier o deus un Deck 60 kartenn d'ar muiañ. Gallout a reer c'hoari ivez da bevar pe pemp.

An embanner Wizards of the Coast a embann bep bloaz kartennoù nevez, o sevel embannadurioù disheñvel ha niverennet.


Skouerioù kartoù kemmañ

Skouerioù kartoù kemmañ

  • Tachenn: produiñ a ra mana ur wech engouestlet. Tu 'zo c'hoari nemet unan bep tro. Un Deck a c'hell kaout n'eus forzh peseurt niver a dachennoù leur ha peder skouerenn tachenn nann-leur heñvel.
  • Krouadur: servij a ra peurvuiañ da dagañ an enebour ha da zifenn e boentoù buhez. Ar c'hartennoù-se o deus ur galloud (ar c'hloazadegoù a c'hell ober, lakaet eo war-wel a-gleiz d'an "/") hag un andur (ar c'hloazadegoù a c'hell kaout hep ma vefe distrujet, lakaet eo war-wel a-zehou d'an "/"). Da skouer, ur c'hrouadur 4/3 a c'hell ober peder c'hloazadenn ha ret eo dezhi kaout 3 c'hloazadenn evit ma vefe distrujet. Ar c'hrouadurioù a c'hell tagañ e-pad ar prantad stourm. Gellout a reont bezañ harpet gant krouadurioù an enebour ha ma ne c'hell ket difenn e koll poentoù buhez hervez nerzh ar c'hrouadur.
  • Achanterezh: ur gartenn gant efedoù disheñvel hag a bad betek fin ar c'hrogad pe betek ma vefe distrujet. Gallout a ra un achanterezh bezañ liammet d'ur c'hrouadur, ha distrujet eo neuze gant ar c'hrouadur ma ne vez ket mui a boentoù-buhez ganti.
  • Berrbad: ur gartenn gant efedoù disheñvel a c'hell bezañ c'hoariet n'eus forzh pegoulz e-pad ar c'hrogad.
  • Lideg: heñvel ouzh ar berrbad met c'hoariet 'vez anezhañ e-pad e dro.
  • Artefakt: hep liv ur gartenn an aliesañ (an artefakt a zo ar sord nemetañ hep kaout ul liv resis), peurvuiañ e vez skeudennet anezhañ a-stumm gant ur mekanik.

Livioù an hudouriezh kemmañ

Sord ar c'hoari Magic a zo diazezet war 5 liv a zo skeudennet gant ar mana, pep liv en deus daou gevredad ha daou enebour.

  • Gwenn: Hudouriezh ar prader, an urzh, ar justis hag ar sklerijenn. Ar c'hrouadurioù a vez gwelet ar muiañ zo an aeled, ar varc'heien, ar soudarded, ar c'hloareien hag ar speredoù. Gounezet e vez poentoù buhez, distrujet e vez an achanterezh. Kevredet eo gant al liv glas ha gwer hag he enebour a zo ruz ha du. Ar mana implijet zo an hini gwenn da lavaret eo ar plaenennoù.
  • Glas: Hudouriezh an anaoudegezh, an drucherezh. Ar c'hrouadurioù e vez kavet zo: strobinellerion, an ondin ha speredoù an dour hag an aer. Kartennoù a-enep an hudouriezh, pigoset 'vez muioc'h ha kemeret e vez krouadurioù an enebour. kevredet eo gant al liv du ha gwenn hag e enebour a zo ruz ha gwer. Ar mana implijet a zo an hini glas, da lavaret eo an inizi.
  • Ruz: Hudouriezh an distruj, ar brezel, an drougerezh. Tu zo kavout krouadurioù evel ar varbared, ar roñfled, ar gobelined, an erevent ha speredoù an tan hag an douar. Graet e vez gloazadegoù d'an enebour pe d'ar c'hrouadurioù, distrujet e vez mana. Ar mana implijet a zo an hini ruz, da lavaret eo ar menezioù. Kevredet eo gant al liv gwer ha du hag e enebour a zo gwenn ha glas.
  • Du: Huderezh ar marv, an teñvalder, ar vosenn hag ar c'hoantegezh. Ar c'hrouadurioù a vez gwelet an aliesañ a zo ar razhed, an anizhoù, an drouksperedoù, ar sunerion-wad hag ar c'horfoù-eskern. Graet e vez gloazadegoù d'an enebour ha deomp, distrujet e vez krouadurioù hag adlakaet e vezont er c'hoari, rediet e vez an enebour da lakaat kartennoù e-barzh e vered. Ar mana implijet a zo an hini du, da lavaret eo ar gwernioù. Kevredet eo gant al liv ruz ha glas, e enebour a zo gwer ha gwenn.
  • Gwer: Huderezh ar vuhez, an natur, ar greskañs hag an anien. Ar c'hrouadurioù a gaver ar muiañ a zo loened, aveloù bras, den marc'h ha drouized. C'hoariet 'vez buan gant c'hrouadurioù bihan, en em diorroet 'vez evit, goude, c'hoari krouadurioù bras ha galloudus, gounezet e vez poentoù buhez, distrujet e vez artefakt hag achanterezh ha produet e vez kalz a vana. Ar mana implijet a zo an hini gwer, da lavaret koadoù. Kevredet eo gant al liv gwenn ha ruz hag he enebour a zo al liv glas ha du.

Mont en-dro un dro e-pad ar c'hoari kemmañ

Prantad kentañ : kemmañ

  • Prantad an distrob: kalz a grouadurioù a c'hell bezañ implijet ur wech bep tro ha ret eo dezho bezañ troet da 90° war an tu-dehou e-pad an amzer ma'z eo implijet, evit diskouez ne c'hell ket mui bezañ implijet evit ar mare. E-pad prantad an distrob ec'h adlak ar c'hoarier e gartennoù a-eeun evit ma vefe adimplijus ar c'hrouadurioù. Ne c'hall den ebet c'hoari e-pad an amzer-se.
  • Prantad ratre: gallout a ra ar c'hoarier c'hoari berrbadoù a-raok ar prantad pigell.
  • Prantad pigell: ar c'hoarier barrek a c'hell pigellat ur gartenn hag ar re all c'hoari berrbadoù.

Kentañ prantad pennañ : kemmañ

Tu 'zo d'ar c'hoarier c'hoari un dachenn pe ur mana (difennet eo c'hoari muioc'h eget un dachenn bep tro) hep-muiken e-pad ar c'hentañ prantad pennañ. Tu 'zo dezhañ c'hoari meur a grouader pe lideg. Ar berrdadurioù a c'hell bezañ c'hoariet a bep amzer.

Prantad stourm : kemmañ

  • Deroù ar prantad stourm: ar c'hoarier a c'hell c'hoari berrbadoù
  • Prantad disklêriadur an argadoù: ar c'hoarier abil ar c'hrouaderioù argader, tu 'zo d'an holl c'hoari berrbadoù.
  • Prantad disklêriadur an difennadur: an difenner a lavar penaos 'vo difennet gantañ, tu 'zo d'an holl c'hoari berrbadoù.
  • Prantad an intrudu: ar c'hrouadurioù gant an intrudu a c'hell ober he gloazadennoù ha ma 'eo galloudus a walc'h evit lazhañ ar c'hrouadurioù o tifenn e vez lakaet anezho er vered, araok ma vefe tu dezho difenn (nemet ma n'en deus ket an intrudu). tu 'zo d'an holl c'hoari berrbadoù.
  • Prantad ingailh ar gloazadegoù: ar c'hrouadurioù hep an intrudu a c'hell tagañ. tu 'zo d'an holl c'hoari berrbadoù.
  • Fin ar prantad stourm: ar c'hrouadurioù marv a za d'ar vered. Tu 'zo d'an holl c'hoari berrbadoù.

Eilvet prantad galloudusañ: kemmañ

Memes hini hag an hini kentañ.

Prantad dibenn : kemmañ

  • Prantad "fin an dro": c'hoariet 'vez ar gouestonioù ha tu 'zo d'an holl c'hoari berrbadoù.
  • Prantad "ar c'hempenn": a c'hoarier abil a lak e gartennoù er vered (ret eo kaout seizh gartenn d'ar muiañ en dorn). Tennet 'vez ar c'hloazadennoù graet e-pad an dro ; war ar c'hrouadurioù e pad an efedoù "betek fin an dro". Den ebet na c'hell c'hoari un dra bennak e-pad ar prantad-se.
  • Ar c'hoarier all a c'hell kregiñ e dro.

Barregezhioù kemmañ

Kartennoù 'zo, ar c'hrouadurioù an aliesañ, o deus barregezhioù pe c'houestonioù hag a c'hell reiñ lañs dezhi e-keñver ar re all. Barregezhioù 'zo a c'hell cheñch ar c'hrogad ha reoù all 'zo tu kavout war galz a gartennoù.

Listennad ar barregezhioù:

  • An herrder: ur c'hrouadur gant an herrder a c'hell tagañ hep gortoz ar "gwall aspedenn", neuze gellout a ra bezañ implijet e-pad an dro gentañ.
  • Ar cheñchadur: ur c'hrouadur gant ar cheñchadur a c'hell bezañ n'eus forzh peseurt c'hrouadur, gellout a ra cheñch stumm a bep amzer e-pad ar c'hrogad.
  • Ar stok marvel: e-pad ur stourm, ma 'z eus ur c'hrouadur gant ar stok marvel, gellout a ra ober gloazadegoù ouzh n'eus forzh peseurt krouadur hag a zifenn, ha ma vez difennet ur c'hrouadur gant ar stok marvel eo distrujet ar gartenn-mañ.
  • Distorc'hus: ar c'hrouadur ne c'hell ket bezañ harpet.
  • An intruduriezh: ar c'hrouadur gant an intrudu a c'hell tagañ a-raok ma vefe tu d'an hini all difenn ha ma eo galloudus a walc'h evit lazhañ ar c'hrouadur o tifenn, e vez lakaet anezhi er vered.
  • al lienenn: ar c'hrouadur gant all lienenn ne c'hell ket resev sord na barregezhioù.
  • An diraezh: ar c'hrouadur gant an diraezh a c'hell difenn a-enep ur c'hrouadur gant an nij.
  • Treuzadenn an tachennoù: ar c'hrouadur a zo distorc'hus ma 'z eo an enebour mestr war un dachenn skrivet war gartenn ar c'hrouadur. Da skouer: ur c'hrouadur gant treuzadenn ar gwern a zo distorc'hus ma n'eus tachennoù gwern an enebour .
  • An nij: ur c'hrouadur gant an nij a c'hell bezañ harpet nemet gant c'hrouadurioù all gant an nij pe gant an diraezh.

Barregezhioù 'zo n'eus ket a anv, an efed a zo skrivet war ar gartenn.