Diwar-benn ur gêr eus Iwerzhon eo ar pennad-mañ. Ur pennad all zo diwar-benn Kontelezh Maigh Eo

Maigh Eo, pe Muigh Eo pe Maigh Eo na Sacsan (Mayo e saozneg) zo ur gêr eus Iwerzhon, e-kreiz kontelezh Maigh Eo. Daoust ma teu anv ar gontelezh eus anv ar gêr-se, n'eo ket kêr-benn ar gontelezh.

Dismantroù abati Maigh Eo

Un abati bras a voe e kêr Maigh Eo ha chom a ra aspadennoù anezhañ. Savet e voe an abati-se gant menec'h deuet eus Lindisfarne, e Bro-Saoz, e dibenn ar VIIvet kantved. Alese e teu an anv "Maigh Eo na Sacsan", bet roet d'o diazezadur e "plaenenn an ivin". En XIIvet ha XIIIvet kantved e oa Maigh Eo kreizenn un eskopti.