Makuria (arabeg مقرة; al-Mukurra pe al-Muqurra) a oa ur rouantelezh lec'hiet er pezh a zo hiziv norzh Soudan ha su Egipt. Unan e oa eus rouantelezhioù nubiat a oa deuet war wel goude diskar Rouantelezh Kush a aotrounie ar rannvro etre 800 kent J-K ha 350. Da gentañ e talc'he un dachenn hag en em astenne a-hed an Nil eus an Trede Lamm-froud betek ar pempvet lamm-froud pe ar c'hwec'hvet lamm-froud. Kontrolliñ a rae ivez an hentoù-kenwerzh hag ar mengleuzioù en dezerzh. Dongola a oa e gêrbenn ha hervezi e vez anezhi gwechoù 'zo.

مقرة
Makuria
Vvet kantved – 1517 Flag
Location of Makuria
Location of Makuria
Stadoù Kristien Nubia
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Nubianeg kozh
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Krouet Vvet kantved
 - Aet da get 1517

Gounezet e oa bet d'ar feiz kristen e fin ar VIvet kantved met aloubet e voe Egipt gant al luioù islamat ha dispartiet e voe ar vro diouzh ar peurrest eus ar bed kristen. Ul lu arab a aloubas anezhi e 651 met faezhet e voe ha sinet e voe ur feur-skrid, baqt e anv. Goude-se e padas ar peoc'h betek an XIIIvet kantved. E-pad ar marevezh-se e vrasaas Markuria. Stagañ a reas e amezeg an norzh, Nobatia e-pad an aloudabeg arab pe e-pad ren ar roue Merkurios.

Goude an XIIIvet kantved e krogas ar rouantelezh da ziskar abalamour da drubuilhoù diabarzh ha da aloudabegoù egiptat. Fontañ a rae er XIVvet kantved ha skrapet e voe e dachenn gant meuriadoù kantreat.

Andonioù kemmañ

An hini gwellañ anavezet eus ar rouantelezhioù nubiat eo Makuria met bez' ez eus kalz traoù ha n'ouzer ket diwar he fenn. An andon pennañ a geleier a-zivout hec'h istor a zo danevelloù ar veajourien arab a weladennas ar rannvro e-pad ar prantad-hont. Kalz a ziaezamantoù a zo gant ar re-se rak ne blije ket dezho o amezeien gristen hag o skridoù a ro ur pouez re vras d'ar bec'hioù etre Makuria hag Egipt ha dedenet e voent gant ar brezeloù etre Makuria hag Egipt[1]. An direizhadenn bennañ a oa Ibn Selim el-Aswani, un diplomat egiptat en doa beajet da zDongola pa oa Makuria unan eus stadoù pouezusañ er rannvro, ha lezet en deus un taolennadur resis anezhi deomp-ni.

Daveoù kemmañ

  • Adams, William Y. Nubia: Corridor to Africa. Princeton: Princeton University Press, 1977.
  • Adams, William Y. "The United Kingdom of Makouria and Nobadia: A Medieval Nubian Anomaly." Egypt and Africa: Nubia from Prehistory to Islam edited by W.V. Davies. London: British Museum Press, 1991.
  • E.A. Wallis Budge. A History of Ethiopia: Nubia and Abyssinia, 1928. Oosterhout, the Netherlands: Anthropological Publications, 1970.
  • Godlewski, Wlodzimierz. "The Birth of Nubian Art: Some Remarks." Egypt and Africa: Nubia from Prehistory to Islam edited by W.V. Davies. London: British Museum Press, 1991.
  • Jakobielski, S. "Christian Nubia at the Height of its Civilization." UNESCO General History of Africa, Volume III.
  • Kropacek, L. "Nubia from the late twelfth century to the Funj conquest in the early fifteenth century", UNESCO General History of Africa, Volume IV.
  • Michalowski, K. "The Spreading of Christianity in Nubia." UNESCO General History of Africa, Volume II.
  • Shinnie, P.L. Ancient Nubia London: Kegan Paul, 1996
  • Shinnie, P.L. "Christian Nubia." The Cambridge History of Africa: Volume 2, From c. 500 BC to AD 1050. editor J. D. Fage. Cambridge: Cambridge University Press, 1979.
  • Shinnie, P.L. & M. "New Light on Medieval Nubia." Journal of African History. VI, 3. 1965.

Notennoù kemmañ

  1. P.L. & M. Shinnie, "New Light on Medieval Nubia."