Malá Strana (distagañ :[1], a dalvez : an tu bihan) a zo unan eus karterioù kreiz-kêr Praha hag unan eus ar re zedennusañ, asambles gant Hradčany (er c'hornôg) ha Staré Město er reter.

Lec'hiet eo Malá Strana etre ar stêr Vltava ha torgennoù Kastell Praha ha re Petřín. Lavaret e vez tu bihan da ziforc'hañ ar c'harter diouzh ar Gêr Gozh (Staré Město) hag a zo brasoc'h evitañ. Liammet eo an daou garter gant pont Charlez. Er Grennamzer e veze annezet ar c'harter gant Alamaned dreist-holl. Al lod brasañ anezho a oa kenwerzherien, artizaned pe kannaded noblañs an Impalaeriezh santel roman german. Er c'hontrol ez eo Tcheked a veze kavet er Gêr Gozh.

Perlezenn an arz barok kemmañ

 
Iliz Sant-Nikolaz Malá Strana

Lavaret e vez ez eo ar c'harter perlezenn an arz barok. Anat eo levezon an arz italian ennañ. E Malá Strana e kaver meur a balez. Tost ouzh kastell Praha emañ, setu perak e veze techet an noblañs da vont dober annez eno. Tachennoù a voe dieubet ivez goude tan-gwall 1541. Ennañ e c'haller gwelout neuze meur a balez doare an Azginivelezh pe barok. Unan eus pennoberennoù ar c'harter eo iliz Sant-Nikolaz Malá Strana.

Al lod brasañ eus ar palezioù-se a zo bet lakaet da gannatioù hiziv an deiz :

  • palez Kounic, savadur rococo, 1773-1775 (Serbia)
  • palez Turba, savadur rococo (Japan)
  • palez Buquoy, savet e 1738, (Frañs)
  • palez priol meur urzh Malta (Malta)
  • palez Lobkowicz (Alamagn)
  • palez Furstenberg (Polonia)
  • palez Thun, savadur barok, XVIIIvet kantved, (Rouantelezh-Unanet)
  • palez Thun-Hohenstein, savet etre 1721 ha 1726, (Italia)

E palezioù all e kaver ensavadurioù tchek : sněmovna, palez Wallenstein m'emañ ar sened ennañ, palez Nostic (bet kannati an Izelvroioù), ma kaver Ministrerezh ar Sevenadur, palez Pálffy ma kaver ar skol-sonerezh, ha palez Michna m'emañ Sokol, rann sportoù skol-veur Charlez Praha ha mirdi an deskadurezh korf hag ar sportoù.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.