Manafon zo ur gêriadenn, ur barrez hag ur gumuniezh eus Kembre, e hanternoz Powys. Emañ e tolead Sir Drefaldwyn gozh, er c'hreisteiz da Llanfair Caereinion hag er c'hornôg da Y Trallwng.

Iliz Sant Mihangel, Manafon.

Emañ Manafon war ribl an Afon Rhiw, e-kreiz torgennoù izel. En Eskopti Llanelwy emañ ar barrez ha gouestlet eo an iliz da sant Mihangel (Mikael).

E 2011 e oa 301 a dud o chom e kumuniezh Manafon ha 54 anezho a oa kembraegerien (18,4%)[1].

Tud brudet kemmañ

  • Ar barzh Gwallter Mechain (Walter Davies) a voe kure e Manafon e-pad 30 vloaz, eus 1807 da 1837, ha savet en deus ul lodenn vat eus e skridoù eno.
  • Evan Evans (Ieuan Fardd), ur barzh kembraek all, a voe o chom eno en 18vet kantved.
  • Ar barzh R. S. Thomas a dremenas daouzek vloaz evel person e Manafon (1942-1954). Eno e teskas kembraeg hag e savas lod eus e varzhonegoù anavezetañ.

Notennoù kemmañ

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. .