Ur yezh siouek-katawbek eo ar mandaneg. E 2009 n'eus ket nemet ur c'homzer a-vihanik, e mirlec'h Fort Berthold e Norzh-Dakota, met desket e vez er skolioù.

Mandaneg
(')
Hogozik marv
Perzhioù
Komzet e : Stadoù-Unanet
Rannved : Amerika
Komzet gant : 1 a-vihanik (2009)
Renkadur : Goude 100
Familh-yezh : Yezhoù siouek-katawbek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2 sio
ISO 639-3
Kod SIL MHQ
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Darempredoù genel kemmañ

Krediñ a raed da gentañ e oa ar mandaneg ur c'har da yezhoù an Hidatsaed hag ar C'hrowed. Evel m'o deus ar vandaned bevet e-kichen ar meuriadoù-se e-pad un amzer hir eo gwirheñvel e oa bet levezonet bras o yezh gant o re. Diaes-tre eo, abalamour d'an dra-se, resisaat lec'hiadur ar mandaneg e-touez ar yezhoù siouek hag ar peurliesañ e lakaer anezhañ en un isskour distag.

Div rannyezh he-doa ar mandaneg :

1. Nuptare 2. Nuetare

Nuptare hepken a dreuzvevas betek an XXvet kantved hag an holl gomzer a voe divyezher en Hidatsaeg. E 1999 ne chome nemet 6 mandaneger bev, hag e 2009 unan nemetken. Kelennet eo ar yezh e skolioù ar mirlec'h, avat.

Fonologiezh kemmañ

Setu fonemmoù ar mandaneg :

Tonennoù en deus ar mandaneg


Niveroù e mandaneg kemmañ

  • 1 mahanah
  • 2 nompah
  • 3 namary
  • 4 tohpa
  • 5 kakhu
  • 6 kemah
  • 7 kupah
  • 8 tutuka
  • 9 mahpa
  • 10 perug


Iskizadenn kemmañ

Studiet e oa bet a-dost ar yezh pa veze kredet gant lod e oa ar Vandaned diskennidi eus Kembreiz, ha klasket e oa bet heñvelderioù etre ar mandaneg hag ar c'hembraeg.

Gwelet ivez kemmañ

Mandaned Yezhoù siouek

Yezhoù ar Stadoù-Unanet