Maouez en glas (Lady in Blue)
Thomas Gainsborough, entre 1770 ha 1780
Eoullivadur war vezher
64 × 76 cm
Mirdi ar Peniti
Sant Peterburg
Rusia

Maouez en glas zo ur poltred graet gant al livour saoz Thomas Gainsborough entre 1770 ha 1780, hag a zo war ziskouez e Mirdi ar Peniti e Sant Petersburg, e Rusia. En amzer-se e oa distro al livour eus kêr Bath, ma oa bet o chom e-pad 15 vloaz.

Poltred ur vaouez yaouank eo, dianav, gwisket faro, evel an holl vaouezi poltredet gant an arzour. Patrom ar gened e Bro-Saoz an XVIIIvet kantved eo.

Marteze eo poltred pried an arzour, Margaret Burr (1728-1798), a oa merc'h vastard da Dug Beaufort (Bro-Saoz).