Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Sellet ivez ouzh mar (disheñvelout)

Mar (n'eus liester ebet) a zo un meizad a endalc'h un ober pe ur perzh a ne c'hell ket kaout fiziañs ennañ. Pa n'eo ket sur ar pezh a zo ar gaoz warnañ e tegas mar en e unan pe adstaget da gerioù zo an douetañs pe ar martezeañ pe an disteraat. Kavet e vez e-barzh meur a droienn implijet stank, met erlec'hiet e vez a-wechoù gant gerioù gallek o orin evel "dañjer", an "diasurded" ha "douetañs".

Talvoudegezh kemmañ

An douetañs hag ar martezeañ eo ar ster pennañ pa vez implijet mar evel un anv-kadarn. Sellet ouzh skouer kentañ er pennad mar e-barzh Geriadur brezhoneg An Here : Den n'en dije kredet sevel an disterañ mar war-se. Ar martezeañ vez gwelet en droienn "war var da..." evit diskouez ma c'hellfe dont un darvoud bennak.
P'eo saviad an nen war gostezenn an diasur e c'hell kouezhañ en ur dañjer warnañ hag e c'hell bezañ war var (kement ha bezañ en dañjer).
Er brederouriezh hag er skiant (sell ouzh pennaenn ar mar) ez eus kaoz eus ar mar evel meizad ar pezh ne c'heller ket sevel un diviz sklaer diwarnañ.

Ar mar er brederouriezh kemmañ

Meizad ar mar a zo boutin etre ar brederourien, ar vatematikourien ha ar fizikourien. Koulskoude ul liamm a zo ivez gant ar relijion hag ar metafizik pa z eus un tech dezho evit klask ar menozhioù diarvar, da lavaret eo ar c'hredennoù. E mare an Henc'hres en doa savet ar brederourien evel Sokrates un hentenn brederiañ evit lakaat en arvar an doxa, ar mennozh boutin, ha chom hep bezañ tapet gant didroelloù an arguzennoù.
Er XVIvet kantved, René Descartes ha gant mennozhioù nevez ar steredoniourien europat o deus degaset anaoudegezhioù dic'hortoz war an neñvioù e-lec'h ma veze gwelet sez Doue hag an aelez enno.
Lakaat en arvar pep a fenomenn fizikel koulz ha pep a veizad prederouriezhel en deus roet ul lañs divent d'ar skiantoù rik.

Er XXvet kantved en doa embannet ar fizikour alaman Werner Karl Heisenberg (1901-1976) an digevaltaderioù Heisenberg evit termenañ pennaenn ar mar ha dre-se e tiskoueze ne oa ket posupl kaout un anaoudegezh rik eus perzhioù un draezhenn kwantek war e lusk.


Sellit ouzh ar ger Mar er
wikeriadur, ar geriadur frank.