Marabou Afrika


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Ciconiiformes
Kerentiad : Ciconiidae
Genad : Leptoptilos
Anv skiantel
Leptoptilos crumenifer
(Lesson, 1831)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Marabou Afrika (Leptoptilos crumenifer) a zo un evn hirc'harek hag a vev en Afrika issahara.

Doareoù pennañ kemmañ

Un evn bras eo marabou Afrika (war-dro 2.50 m), pavioù hir ha gris dezhañ, du pe gris-teñval e gein hag e zivaskell, gwenn e gof. Dibluñv eo e c'houzoug hag e benn. Ur c'hodell ruz zo a-istribilh ouzh e c'houzoug hag a servij p'emañ an evn o vragal.

Bevañ a ra betek 25 bloaz.

Gouennañ kemmañ

Adalek an oad a 4 bloaz eo gouest da ouennañ hag an aliesañ e chom ar c'houblad asambles a-hed o buhez. Dozvet e vez 2 pe 3 vi gant ar barez en un neizh graet gant briñsennoù.

Er c'houlz-amzer sec'h e c'hoarvez ar gouennañ dre m'eo bas an dour ha diwar-se aezetoc'h pakañ gleskered ha pesked a ya d'ober magadur ar ploged.

Boued kemmañ

Un debrer gagnoù eo marabou Afrika. Gallout a ra debriñ stlejviled, pesked pe mirc'hed-raden ivez.

Liamm diavaez kemmañ

 
Penn ur marabou

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

 
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn: