Marc Ogeret a zo ur c’haner gall. Ganet eo bet e 1932 e Pariz (Bro-C'hall).

Da gentañ e kane kanaouennoù bet savet gant Félix Leclerc ha Léo Ferré oc’h ober e druant war leurennoù-stal an ostalerioù war-dro 1954. Er mare-se e keje ouzh breur Jacques Prévert, Pierre e anv-bihan. Hennezh a roe tu dezhañ da vont da ganañ e tavarnioù, hini Agnès Capri en o zouez hag a oa lec’hiet e straed Molière e Pariz. Tapout a rae ar maout gantañ e 1962 gant Akademiez Charles Cros. E 1965 e kane evel lodenn gentañ arvest Georges Brassens e c’hoariva brudet Bobino.

Dispar e oa en un arvest gouestlet da Aragon e 1967 ha da heul e enrolle e bladenn vrudetañ « Ogeret chante Aragon ». Un tammig a-raok an degouezhadennoù miz Mae 1968 e enrolle div bladenn gouestlet ar wech-mañ d’ar Gomun « Autour de la Commune » ha d’an Dispac’h « Chansons contre ». Ne oa ket tu d’ar mare-se avat da lakaat da vont er maez an div bladenn hag e oant bet embannet e 1970 nemetken.

Goude e enrolle kanaouennoù martoloded goude ha sevel a rae un arvest diwar-benn Jean Genet « Le condamné à mort » gant ar gomposerez Hélène Martin. Da c’houde e c’houestle div bladenn da Aragon ha da Léo Férré adarre a-raok enrollañ peder bladenn gouestlet da Aristide Bruant e 1977 ha 1978.

Kenderc’hel a ra da ganañ en ur vont a-dreuz ar bed a-bezh (Belgia, Kanada, Egipt…). Enrollañ a rae ivez kanaouennoù ar Resistañs.

Roll darnel ar pladennoù kemmañ

(Deiziadoù skrivet war an CDoù)

  • 1973 Chansons de révolte et d’espoir
  • 1978 Ogeret chante Bruant
  • 1986 Ogeret chante Aragon
  • 1989 Chansons « contre »
  • 1994 Autour de la Commune
  • 1997 Ogeret chante la Révolution
  • 2003 Chants de marins
  • 2003 Ogeret chante Vasca
  • 2003 Ogeret chante Léo Ferré
  • 2006 Ogeret chante Bruant. Chansons et monologues. Vol 1
  • 2006 Ogeret chante Bruant. Chansons et monologues. Vol 2